Pa veze tapet kant kilo silhoù en un taol nemetken

Interview publié le 23/06/12 20:45 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
lijouru.mp4

Ret e oa kaout un devezh gant glav pil, e miz Du. D'ar poent-se e oa ret gervel ar mignoned ha diskenn betek ar vilin, hini Kaourantin Fourden, 'ba' Treumeun.

' Oa ket a «ciré Cotten» d'ar mare-se, neuze e vezer gwisket sac'hadoù avaloù-douar war e gein ha lakaet rouedoù en dour. Mod-se veze tapet kiloioù ha kiloioù silhoù.

Ha gwerzhet war lerc'h gant karr ar miliner e Tremeven, tout ar pezh a oa bet dastumet, ' barzh pemp barrikennad. Gouest e oa ar pesked da vevañ tri devezh-pad er maez eus an dour.

Ha bremañ ? Netra ken, met ar re «vitik, bitik» (bihan tre, ar «civelles» en galleg).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?