Jean Flegeo, paotr lizhiri Tremen a oa hag a zo ur sapre farser atav : troet gantañ e brezhoneg «la ronde des canards» hag ivez ar fablenn «ar vran hag al louarn».
Dastumet a oa bet gantañ kanaouennoù e mamm, met ivez tonioù a bep seurt, e brezhoneg hag e galleg. Sot gant ar sonerezh pa oa seizh vloaz dija, ampart eo ar paotr evit meur a dra : seniñ akordeons (met re baour e oa pa oa yaouank ha ret e oa dezhañ seniñ war unan amprestet, pe unan bihan-tre), kanañ, liorzhañ,kempenn hentoù bihan Treumeun ha sevel paneroù brav !
Skrivet oa bet gantañ ul levr e galleg « La vie, c'est comme le temps », un den-tre eo, ha sur, ne vez ket kavet hir e amzer gantañ !
■