Emvod-meur Kentelioù an Noz d'ar 15 a viz Even

Communiqué de presse publié le 12/06/12 11:40 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz
t:1
https://abp.bzh/thumbs/26/26315/26315_1.jpg
Logo Kentelioù an Noz

Emvod-meur Kentelioù an Noz a vo digwener d'ar 15 a viz Even adalek 6e30 noz e Ti-Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned.

Kinnig a raimp deoc'h bilañs ar bloavezh-skol hag a zo tost echu, ha reiñ a raimp an diplomoù d'an deskarded o deus tremenet an arnodennoù.

Goude fin an emvod ha roadenn an diplomoù e vo evet ur banne asambles. Trugarez da zegas ur meuz sall pe dous hag un evaj ganeoc'h.

Ar bedadenn evit an emvod-meur hag ar fichenn-c'halloud a vo kavet staget ouzh al lizher-kelaouiñ. Leugnit ar fichenn-c'halloud evit reiñ galloud da votiñ evidoc'h d'unan bennak.

Deuit niverus ! Ken digwener !


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.