Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :
D'ar Meurzh 12 a viz Even 2012
Adalek 6 eur 30 noz
Sal “Arvor”
(e-barzh an ti-post kozh, war hent Ploveren)
56890-PLESKOB
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digeriñ ur skol Diwan e Pleskop evit klokaat kinnig Diwan er Mor-Bihan. 7 skol hag ur skolaj (e Gwened) a zo en departamant betek-hen.
An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek o sevel ur c'huzul skoazell. Pal ar gevredigezh-mañ a zo kas ar raktres skol war-raok o vrudañ anezhañ gant sikour hag alioù tud servijoù Diwan.
Titouroù a-zivout an emvod :
Kuzul Skoazell Diwan Pleskob
Jean-François Le Gouarin : 06 64 37 30 57 / jfplg@hotmail.fr
■