Carl ha Maina, Priz ar vugale 2012

Rapport publié le 4/06/12 16:55 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:2
https://abp.bzh/thumbs/26/26215/26215_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/26/26215/26215_2.jpg
pavtregondaouzeg.mp4


Deuet e oa pevar skrivagner, Goulc'han Kervella, Mai-Ewen, Pierre-Emmanuel Marais ha Mich Beyer da welout ar skolajidi ha liseidi Kemper, Naoned, Ar Releg ha Karaez evit sikour anezho da skrivañ istorioù. Ha da c'houde o doa kinniget o skridoù da juri al lennerien, evel ar re vras.

Ha war an 18 skrid degemeret, tri a zo bet embannet evit Priz ar vugale. Ha gwell aze. Tost ouzh brezhoneg ar re vihan, difaziet gant Mich Beyer, int deuet a-benn da sevel istorioù plijus, skrijus ha farsus war un dro.

Sot eo Maina gant Harry Potter ? Neuze "Ur sorserez eo Mamm-gozh" skrivet ganti a gont istor ur paotrig o vont da vakansiñ e ti e mamm-gozh evit ar wech kentañ, gant ur c'hazh anvet "Dudu" (anv gwir kazh Maina) hag ur vran a oa da gentañ gant un anv paotr hag a zo deuet da vezañ "Hildegarde". Fentus, ha kinniget brav, darbet he deus kaout ar priz kentañ.

Met rastellet hanter ar mouezhioù gant an istor "Den bleiz" skrivet gant Carl : "c'hoant 'm boa kontañ istor un den sot gant ar c'hoarioù video. E penn kentañ, echuiñ a rae an istor gant lazhadeg an holl ... Met benn ar fin e oa lojikoc'h e vefe ur c'hoari video ...". Peogwir eo sot gant ar c'hoarioù video, met ivez gant al lenn, huchet en deus ar paotr hag a gomz peder yezh e Pevare (alamaneg, brezhoneeg, galleg ha saozneg) o vont maez eus klasad ar c'helc'hiad tri : "Komzig brezhoneg ha skrivit e brezhoneg, tudoù !"

'Benn ur sizhun e vo roet Priz ar Yaouankiz e Lann er stêr : piv vo trec'h ? "Balafenn Houarn" ? "Iskisaat breur bihan" ? "Tramor son ha ton" ? "Tamasheq" ?

Dibabet eo bet skridoù 2012/2013, embannet e vo an disoc'hoù d'an 30 a viz Even.

En arvar emañ ar Priz abalamour d'ar yalc'had tennet gant Kuzul meur Penn ar bed a zo bet koulskoude ur c'henlabourer feal e-pad eizh bloavezh ... Skoazellet eo ar gevredigezh féa gant ar Rannvro abaoe daou vloaz ha raktresoùa zo war ar stern gant "Livre et Lecture en Bretagne" (stummadur, liammoù etre bed ar c'hleweled ha bed al lennegezh evit ar re yaouank).

Kenkaz e vefe kavet un diskoulm, evit ar re o dije c'hoant skrivañ : 12 000 sin evit Priz ar vugale (istor bevet er c'hentañ gour gant ur bugel a oad gant bugale CE2/CM2) ha 40 000 sin evit Priz ar yaouankiz. Da gas adalek bremañ betek ar c'hentañ a viz Mae 2013 da afea@laposte.net

Priz kentañ : "Den bleiz", Carl Diekmann

Eil priz : "Ur sorserez eo Mamm-gozh", Maina Mallejac


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.