Niza gwenn ha ruz : Denise Le Franc filmet gant Bastian Guillou

Revue de film publié le 2/06/12 10:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26201/26201_1.jpg

Piv eo Niza ? Denise Le Franc, ur vaouezh 87 vloaz, leun a startijenn ha furnez enni, prest da zegemer an holl. Desket he doa lenn ha skrivañ ar brezhoneg, lennet he deus kalzig levrioù, skrivet he deus «Pikez blev ruz». Ul liorzh brav he deus ha gouzout a ra ar mod da bareañ an dud.

Ruz e oa blev Denise (Niza) pa oa bihan, ha goapaet e oa bet, met ne vern... Deuet int gwenn hiziv, met yaouank-tre eo chomet Denise !

Dimeurzh o tont (d'ar 5/6) e vo Denise e sinema La Bobine e Kemperle asambles gant an aozer filmoù Bastian Guillou evit kinnig ar film zo bet graet gantañ diwar he fenn e miz C'hwevrer. Skignet e vo war Frans tri a-benn ur sizhun.

E Kemperle e sinema la Bobine da 6e noz d'ar meurzh 5 a viz Even - film berr 12 mn, tabut war lerc'h, digoust

Titouroù 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?