270 den yaouank evit ar genstrivadeg filmoù kentañ

Rapport publié le 30/05/12 23:36 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
karaez.mp4

Graet e 6vet hag e Pempvet gant skolajidi Gwened, e kleub kleweled gant skolajidi Ar Releg, e Karaez hag e Gwiseni ... setu 10 film skrijus nevez savet a zo bet diskouezet.

E sal ar C'hazeg C'hlas, gant Soazig Danielou da vintin e oa bet dielfennet ar skeudennoù, an istor, ar son. Displeget he doa ur bern traoù d'ar skolajidi, petra oa interessant e pep film hag ivez, al labour a chome d'ober evit gwellaat ar skeudennoù, tennañ ar re oa brav met ne zegase netra da red an istor, sevel un istor simpl hag aes da gompren, distaget brav, gant nebeut a gomzoù, ha gant skeudennoù brav ha dic'hortoz.

Goude merenn e oa niverusoc'h an dud er sal. O tifenn hardi o filmoù gant ar mignoned, met ur wech dirak ar mikro evit respont d'ar goulennoù, e oa startoc'h dezho... Fent ar c'helenner ivez o tisplegañ e oa bet plijus bezañ lazhet gant e skolajidi en doa lakaet meur a hini da c'hoarzhin.

Ha neuze, gant piv eo aet ar maout ? N'eo ket bet embannet c'hoazh. Ret e vo gortoz un tamm e vefe kontet an 270 follenn evit gouzout piv en deus bet ar pemp priz raktreset ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?