Votadeg foran Ai'ta ! dirak ti-post Karaez

Communiqué de presse publié le 30/05/12 19:11 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/26/26155/26155_1.jpg
votadeg dirak ti-post An Oriant - Here 2009

"Daoust ha mat eo deoc'h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg ti-post Karaez ?"

Setu ar goulenn a vo savet ouzh pratikoù Post kêrbenn ar Poc'her, d'ar sadorn 2 a viz Even, etre 10 eur ha kreisteiz.

A-benn nebeut e vo boulc'het gant labourioù bras evit modernelaat an ti-post-se. Perak na vefe ket lakaet ar brezhoneg war-wel da geñver an dra-se 'ta ? Aes a vefe staliañ panelloù ha mekanikoù en div yezh, koulz ha broudañ an implijidi a oar brezhoneg da gomz yezh ar vro gant ar pratikoù ma faota dezhe !

Sioul hag arouezius e vo an oberenn-se, evel ma oa bet kinniget c'hoazh gant Ai'ta ! e kêrioù all deus ar vro. Ar wech kentañ a vo dimp da vont en darempred gant an ti-post-se, staliet en ur gêr gwall vrudet evit he youl da lakaat hor yezh da vevañ bemdez.

Deomp niverus da votiñ 'ta evit diskouez e fell dimp kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran !


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.