Ur sulvez dreistordinal en abati Landevenneg

Article publié le 29/05/12 18:51 dans Religion par Bruno Le Gras pour Bruno Le Gras
https://abp.bzh/thumbs/26/26134/26134_1.jpg
prosesion
https://abp.bzh/thumbs/26/26134/26134_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/26/26134/26134_3.jpg

Berzh he deus graet ar gouel bras aozet e Landevenneg gant eskopti Kemper ha Leon evit lidañ war an ton bras ar Pentekost.

Un taol bras a dud, war dro 15.000, en o zouez kalz a dud yaouank o deus kemeret perzh en devezh-se gouestlet da Zoue.

Disoc'h al labour bet kroget gant an difrae Mission 2012 e oa ar gouel-se.

An Aotrou Eskop Le Vert en deus kinniget ul labour evit ar pevar bloaz o tont goude bezañ sealouet an holl dud o doa respontet d'an eskopti evit prientiñ Mission 2012.

Pemp tra a vo d'ober er bloavezhioù da zont:

1/ dont a-benn da grouiñ breudeuriez kristen evit lakkat an dud da eskemm kenetrezo tro dro da lavar an Aotrou Doue

2/ servij en aluzon davet an dud diaes ar vuhez dezho en ur grouiñ diagonez e pep a deanded

3/ reseviñ sened iliz Vatican II, d'an dud da gompren o feiz dre lenn testennoù ar sened

4/ bevañ e deanded, da lavarout eo kavout lec'hioù stabil pe resis lec'h lidañ an oferenn bep sul an tostañ ar gwellañ ouzh parezioniz

5/ avieliñ dre an ober hag al lavar pezh a vo labour holl gatoliked an eskopti.

Neuze e c'houlenn an Aotrou an eskop d'an holl kristenien an eskopti da gemer o ferzh labour evit lakaat an Iliz da vezañ ez-vev en amzer a-vremañ ma vez nebeutoc'h-nebeutañ a dud fidel, nebeutoc'h-nebeutañ a veleien.

Marteze ez eus un tamm mat a esperañs da gaout evel ma lavare Mgr Le Vert dre ma oa kalzig a dud yaouank o doa kemeret ur perzh vat evit reiñ dorn da aozañ ar pezh mell fest-se e pradeier abati Landevenneg.

Leun a dud, leun a blijadur, leun a levenez ha dreist-holl leun a esperañs a oa goude an devezh-se.

Ne oa ket bet deus kement tolpad a dud e Landevenneg abaoe 1500 deiz ha bloaz an abati un toullad bloavezhioù a zo

Ne oa ket avat un sulvezh ordinal!


Vos commentaires :
T.Gwilhmod EmglevAnTiegezhioù
Dimanche 22 décembre 2024
A-bouez e oa an emgav-se evit eskopti Kemper ha Leon. Deuet e oa miliadoù a dud betek ar c’hornad distro-se a zo un uhel-lec’h evit istor Breizh a zo kristen abaoe e deroù. Adalek ar sadorn ez eus bet abadennoù evit an grennarded hag ar yaouankizoù, ur miliad bennak, a gampas e traoñ liorzh an abati.

E brezhoneg avat n'eus bet tra ebet evito, daoust maz eo ar Pantekost, an deiz m'eo bet roet donezon ar Spered Santel d'an Ebestel, ha pergen donezon ar yezhoù. N’eo ket ne oa den ebet e-touez ar re yaouank-se o c’houzout ar yezh, met ar yezh n’eo ket hini spered tost hini ebet eus an niver bihan anezho bet skoliataet e klasoù divyezhek Deskadurezh Katolik an eskopti pe en daou rouedad all.
Kudennoù all a sav : gouzout a reer pegen a-bouez ez eo ar sonerezh evit ar grennarded, ha meizet ‘m eus ez eo nevez kemmet c’hoazh an tonioù a vez kinniget dezho. Betek-vremañ e oa al lañs gant kanoù ar c’humuniezhioù nevez, kalz anezho anvet « karismatek », hag embannet gant Imbourc'h e 2009 ur guchennad eus ar c’hantikoù bet aozet war an tonioù-se en hor yezh abaoe 25 bloaz. Bremañ avat war a seblant, da vihanañ en eskopti Kemper hag e strollad ar frañsezidi misionerien eus kêr Cholet er Vande e vez implijet muioc’h an toumperezh herrek izel, a laka, pa vez o talmiñ, ar yaouankizoù da virviñ gant ar c’hoant hejañ o c’horf hag o izili. Sonerezh boum-boum e reer anezhi e brezhoneg ivez. N’eo ket hepken sevel an daouarn d’an nec’h eo a reer gant an tonioù-se met hejañ e gorf penn-da-benn, a-unan gant ar re all : fiñvoù leurennet, a vez graet hag adc’hraet meur a dro, hervez luskoù ar pennad sonerezh, a-wechoù herrek, a-wechoù sioul a grenn, hag a-nevez herrek. Al leurennerezh-se a arouez un dra bennak emichañs, hogen va bugale ne ouzont ket re vat ar ster eus an dañsoù –se o deus marmouzet hep kompren re vat. Un afer a feiz eo krediñ e pep degouezh e teu a-benn ar Spered Santel da skuilhañ gras Doue daoust ma c’hell unan soñjal e c’hell bezañ « pec’hidik » doareoù ‘zo da embann an Aviel, evel seurt tonioù sonerezh « boum-boum ». N’eo ket peurvat an Iliz war an douar-mañ.
Stalieroù e-leizh a zo bet kinniget a-raok lidoù bras an abardaez, Liturgia (Lidañ), Diaconia (Servij), Marturgia (Avielañ). Gerioù iskis ha brezhoneg ebet kennebeut. Lod eus an dud a rae war-dro a anavez madik ar yezh, div vaouez da skouer am eus gwelet o doa desket ar yezh er c’hentelioù noz, met pep tra er parrezioù a zo e galleg hag evel-se ez eus ur seurt disparti iskis en o spered etre ar garantez o deus evit ar yezh hag o oberiantiz en Iliz.
Gant an Oferenn ne oan ket en gortoz netra ebet eta. Abaoe dekvloavezhioù ez eus bet gwelet strivoù a-bep seurt, ijinet kantikoù nevez zoken, hag alies e vez klevet c’hoazh er parrezioù na pa ve ken ar « Sanctus » e brezhoneg. Atav war an hevelep ton avat, kement ha ken bihan maz eo doñjeret tud ‘zo gant ar « Santel » ordinal-se na glot ket gant buhez gwirion ar gevredigezh e-lec’h emañ an Iliz, a zo divrezhonek. Ret eo ivez lavarout n’eo ket brezihad e gwirionez an Aotrou ‘n eskob Le Vert, daoust d’ul liamm bennak e traoñ Kerne : e Tahiti en deus bevet, hag e Frañs. Ret eo din lavarout ivez ez on bet souezhet o klevout ken nebeut a anvioù familh brezhonek p’eo bet dibunet roll an 300 den a zo bet kouzoumennet. Ar melting-pot a ya war-raok hag a zistruj pezh a chom eus Breizh. Ret eo lavarout ivez e oa meur a renkadoù tud e Landevenneg en deiz-se : tud, eus ar vro, a ziwar ar maez pe kerioù bihan, kentoc’h kozh, ha tud eus ar metou bourc’hiz-kristen gall o chom e Brest pe Gemper, tud a ziavaez Breizh alies-mat, deuet da chom da vat er vro pe o vont da zilojañ, pe c’hoazh tud eus al lu gall eus Brest, Kroazon, Kastellin. Dilojañ a ra aliesoc’h c’hoazh ar soudarded, ha dre-se peurvuiañ, n’int ket bretoned hag o vezañ dindan ar Stad C’hall karget d’e zifenn, eo diaes dezho degemer spered an Emsav, pe neuze hepken keit ha ma chom e rez ar folkloraj, traken.

Evelkent e ranker notiñ ar strivoù e-pad an Oferenn :
- ger degemer gant an eskob, hir mat e brezhoneg, ha goude se e gallleg ; an dud n'o deus ket stlaket o daouarn war lerc’h ar frappad e brezhoneg rak en engroez ne oa nemet un nebeut kantadoù a vrezhonegerien a vihanik kozh, diemouez ouzh tonkad hor yezh, diseblant ar braz anezho, ha nebeut-tre a dud eus an Emsav ;
- lennadenn gentañ e brezhoneg, ul lennadenn a-bouez war ar Pantekost, a zezrevell en Oberoù an Ebestel. Ne voe ket lennet e galleg met an destenn c'hallek a oa tu da lenn war garned an devezh. Siwazh ez eo bet lennet fall a-walc’h gant ur plac'h 15 vloaz, na gomprene ket a-wechoù pezh a lenne. Ha padal e oa eno leun a veleien gouest da lenn mat-tre e brezhoneg, en o zouez tri den brezhoneger mat nevez diagonet.
- ur c'hantik nevez war donezonoù ar Spered Santel, kanet brav gant ar solistez hag al laz kanañ, met hep pobl ar fideled ;
- ur ton nevez savet diwar ar sonerezh vreizhek a voe kanet mat, met ar c’homzoù a oa gallek
- Anjelus Fask goude Bennozh an Eskob ne voe ket kanet kennebeut mat gant an dud. Krennet e voe neuze ha roet lañs d’ur pezh abadenn toumperezh sonerezh boum-boum adarre, kanet ha dañset war un dro, evit brasañ plijadur ar grennarded.

Ret-mat eo en em c'houlenn pegeit amzer c'hoazh e vo moaien fourañ brezhoneg evel-se dre heg en ul liderezh e galleg pa n'eus ket mui a bobl vrezhoneger kristen, nebeutoc’h eget biskoazh. Diouzh un tu all, an daou veleg nemeto a vo urzhiet ar bloaz-mañ en eskopti Kemper ha Leon a zo o-daou brezhonegerien emskiantek !!!


Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
«N'eus ket mui a bobl vrezhoneger kristen, nebeutoc’h eget biskoazh» a lavarit. Marteze, ya, met, a-hervez, ne vefe ket mui a bobl kristen wirion kennebeut...hag a soñj e savidigezh ar bed a-raok traoù dister evel an niver a dud a ra gant ar brezhoneg ! Petra eo ar pep pouezusañ, heñ ? C'hwi a soñj deoc'h ez eo amerdiñ an dud an hent gwellañ evit dont da vout ur sant ?

Met ret eo lavarout ez a niver ar vrezhonegerien e-touesk ar yaouankiz war greskaat ha neuze e vo eus ur bobl kristen vrezhoneger adarre deiz pe zeiz. Labourat a ra ar Spered Glan e-mesk ar vrezhonegerien ivez! Da betra klask digalonekaat an dud evel ma rit amañ ? An dra-se zo diskiant. Ret eo livañ an Iliz dre livioù brav evit lakaat an dud da vezañ tomm ouzh ar feiz : ur feiz joaus, hini an ebestel, ha neket ur feiz a zen strizh.

C'hwi zo un den kozh, em eus aon, ha chomet oc'h tost ouzh sevenadur ar vezh a gaver betek re e Breizh. Ar re yaouank brezhoneger ha kristen war un dro n'int ket o c'hrozmolat dizehan eveldoc'h-c'hwi.

Sulvezh kaer e oa Sul Pantekost Landevenneg ha tud a oa o komz brezhoneg en ur bediñ. Ha mat eo lakaat brezhoneg en oferenn, memes ma 'z eo evit tud divrezhonekaet. A-bouez-bras an arouez !


T.Gwilhmod EmglevAnTiegezhioù
Dimanche 22 décembre 2024
da Pierre Le Lostec
Nann siwazh, «n'eus ket mui a bobl vrezhoneger gristen, nebeutoc'h eget biskoazh».
N'eus na mar na marteze war gement-se.
Gwir eo ivez, evel a lavarit, n'eus ket mui kennebeut a bobl kristen, ma vez komzet er ster «sevenadurel».
Chom a ra ur bobl kristen avat : e Landevenneg ez eo bet gwelet.
Anat eo ez eo pouezusoc'h Silvidigezh ar Bed eget «Salvedigezh» ar brezhoneg, a chom un dra douarel, tremeniat. Met daou dra disheñvel-tre ez eo : n'int ket war ar memez pazenn.
Ma lenner pizh pezh am boa skrivet en dibenn e veizer e komprenan a-benn ar fin e vefe dilezet ar yezh el liderezh gant «ar bobl kristen» a van e Breizh, rak, rust-a-walc'h, klasket em eus hen diskouez, an dud ne vourront ket gant ar brezhoneg el liderezh pa n'anavezont ket ar yezh. Se a oa splann disul : ar «Bezit Laouen» n'eo ket bet kanet da skouer.
Ne gomprenan ket a-hent all ho lavarenn «c'hwi a zonj deoc'h ez eo amerdin an dud an hent gwellañ evit dont da vout ur sant ?» (1. ne sonjan ket se 2. kavout a ra din ez eo a-bouez bras derc'hel d'ar yezh en Iliz met n'heller ket hen ober a-enep youl an dud a en em gavfe «amerdet» gant ar brezhoneg just-a-walc'h 3. Me a garfe dont da vezañ ur sant, evel pep kristen. War hent ar santelezh ez eo mat klask ar wirionez anez bevañ en ur seurt touell, ha lavarout e sonj hep tagañ den ebet, prederiañ war un darvoud evel hini Landevenneg n'eo ket difennet : ur bern sent o deus graet an dra-se ! Hogen gwir eo n'on ket ur sant)

Ne gav ket din e c'heller lavarout ez a kement-se war gresk niver ar vrezhonegerien yaouank.
Nebeutoc'h c'hoazh brezhonegerien ampart ha kristenien o deus c'hoant bevan o feiz e brezhoneg.
Ya, labourat a ra ar Spered Glann, a drugarez Doue.
Ma digarezit n'emañ ket va fall digalonekaat den ebet amañ : chom spiswel, traken. Ne blij ket din ho toare d'am zagañ ez personel.

Mat e oa lakaat brezhoneg en oferenn e Landevenneg : ne lavaran ket ar c'hontrol !!! Pezh am eus merket eo n'hello ket padout pell c'hoazh, hep asant an dud, setu ar pezh am eus merzet.

Gwir eo e chom bras santimant «ar vezh» gant an dud met ar re se a chom stag ouzh «un tammig brezhoneg» en Oferenn. Nann, ar pezh am eus merket eo ez eo brasoc'h-kalz, hag e kresk, lodenn ar familhoù a spered gall divrezhon eus kêr, BCBG, ar re enmeto a zeu a benn da sevel familhoù kristen da vat, hag ar re se azo diseblant peurvuiañ ouzh ar yezh ha ne raint ket ganti.

Ya, a-bouez bras eo derc'hel da «arouez» ar brezhoneg, hogen, penaos lavarout,... kleuz eo a-benn bremañ pa n'eus mui a yoc'h vrezhoneger. Eno emañ an dalc'h : ne vo ket tu da zerc'hel, trist eo met anat eo din. Penoas ober ? N'ouzon ket. Gant an daou veleg a zo vont da vezañ beleget, ma vez laosket dezho un tamm kabestr d'ober war-dro ar vrezhonegerien yaouank ,ouzhpenn lidañ obidoù neverus e galleg evit ar vrezhonegerien a vihanik hengounel diwezhañ, marteze e vo un dazont, gant gras Doue.
N'eo ket evit se ne ranker ket chom digor bras an daoulagad, diaes e vo deoc'h ma lakaat da devel, meur a hini en deus klsket dija.


Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Forzh petra pezh a livirit ! Strishoc'h n'eus ket ! Piv a gredo kemer perzh en Iliz ma kouezh e fri warnoc'h, den tagnous ?

Kasoni hoc'h eus ouzh ar C'hallaoued kristen, ho preudeur er Feiz. Perak ne glaskfec'h ket o lakaat war hent ar brezhoneg gant arguzennoù ha gant karantez e-lec'h grozmolat ?

Ar veleien a gomzit diwar o fenn a raio strivoù m'ho lakait e peoc'h. N'eo ket ul laik a laro d'an tadoù petra ober, m'hel lar deoc'h. Ar re-se a oar mat petra zo d'ober evit ar Feiz : beleget int bet hag ar Spered Glan a vev enno. Emichañs e kredit ez eo hor beleien avansetoc'h war hent ar santelezh evidomp-ni laiked maz omp...

Ha padout a raio an traoù keit ha ma padint : sed aze tout. Ar re a fell dezho dibunañ ar Pater pe an Ave e brezhoneg enno o-unan a gendelc'ho d'hen ober.

PEOC'H HA KARANTEZ !!!


T. Gwilhmod Emglev An Tiegezhi
Dimanche 22 décembre 2024
da Pierre Le Lostec
«Peoc'h ha Karantez» n'a ket gant kunujenniñ oc'h ober ac'hanon un «den tagnous», zoken ma vefe gwir.
Adlennit va zaou skrid : chom a ran seven-tre. Ne ran nemet merkañ ur santimant, ar santimant n'hello ket padout. Anavezout a ran mat-tre kloer ha doare an eskopti. Betek vremañ e oa maoien fourrañ brezhoneg, ha me gav din e teu da vezañ un tamm mat diaesoc'h. Ne 'z an ket da addisplegañ ar FEDOU a ra din sonjal evel-se.
N'em eus tamm kasoni ouzh ar c'hallaoued kristen : tostoc'h outo ez on eget ouzh ur breton difeiz. Va familh eo an Iliz paz eo Doue va gwir Dad. N'hoc'h ket lennet mat. N'em eus graet nemet lakaat ur FED anat : ar melting pot a ya en e roud e Breizh evel e lec'h all. Ur skoilh eo evit ar brezhoneg en Iliz. Bez ez eus da skouer ur bern soudarded c'hall e Bro-Vrest a chom un nebeut bloavezhioù er vro hag a ya kuit. N'o devez ket amzer d'en em voazañ ouzh ar yezh zoken. Re all a zeu a vro c'hall da chom er vro ha n'emaint ket evit komz ar yezh paz eo ken niver: us ar vretoned o-unan a zo diseblant ouzh ar yezh. Kement-man n'eo nemet FEDOU, netra da welout gant ar gasoni !!!
Gounit ar familhoù se d'ar brezhoneg, a lavarit din ober ? Pep hini a ra diouzh e zonezonoù. N'on ket donezonet evit se. Ha c'hwi a zo : gwell a se, Bennozh da Zoue ! E Brest ez eus familhoù divreizhek evel-se a ya d'un oferenn e lec'h ez eus ur beleg a du gant ar yezh. an ograouer a zo ivez ha unan bennak a zo en emsav el laz kanan. Bep tro ma vez lakaet ur c'hantik brezhonek ez eus tud o klemm. Un deiz e oa bet divizet neuze ganto lakaat ur c'hantik a vreizh let gant ar c'homzoù e galleg : Kantik ar Baradoz, hag echu evel-se gant ar brezhoneg.
N'em eus ket droukkomzet dwb ar veleien em fennadoù : n'int ket bet lennet mat a walc'h ganeoc'h, re vuan int bet lennet ganeoc'h marteze. Kalz a zoujañs em eus bet atav evit ar velegiaj. Jezuz-Krist er barrez eo ar beleg. Desket on bet evel-se. Va skiant prenet eo n'eo ket ar veleien eo a zo e kaoz, met an dud lik hag emdroadur ar gevredigezh a zo divrezhonek ha zoken muoc'h mui divreizhek. Ur FED eo. N'eman ket an Iliz e karg eus ar brezhoneg, setu aze toud.
N'ouzon ket peseurt frazenn en deus ho lakaet da grediñ e vagen kement se a gasoni ouzh ar veleien pe ouzh ar familhoù gall kristen a zo e Breizh !!!
Ma komzit diwar-benn an DANVEZ-BELEIEN (n'int ket beleien),brezhonegerien a zo o vont da vezan beleget d'ar 17, ez int evidon gwir vurzhudoù : an daou veleg nemeto a vo urzhiet ar bloaz man a zo -daou brezhonegerien a-youl. Bennezh da Zoue ! Siwazh Pierre, n'eo ket a-walch' bezañ beleget evit ma vefe sklaer nag aes pep tra. N'emañ ket kont evel-se tamm ebet. Anat eo pa anavezer an eskopti : beuzet e vezint dindan bec'h ul labour pounner ha moarvat n'o devezo ket digarez d'ober war-dro ar vrezhonegeiren, nemet war o amzer libr an hini a vefe, ha c'hoazh : gant aotre an eskob.
Ul laik en deus muioc'h a frankiz eget ur beleg e gwirionez, er c'hontrol bev siwazh eu ar pezh a seblantit diskleriañ.
N'eo ket un afer a santelezh. Bez ez eus beleien santel en eskopti mañ, lod anezho tomm ouzh ar yezh hep bezan gouest d'he c'homz atav, hag e-touez ar re yaouankañ ivez. MET n'eo ket evit se ne rankint ket talañ ouzh FEDOU didec'hus. Ha ma vez anv a vrezhoneg, a gas war-raok ar brezhoneg el lidoù hag en Iliz hec'h-unan, ez eo mat da unan bennak , ha pa ne vefe ket beleg, merkañ ar FEDOU evit gellet mont e-biou dezho ha n'eo ket mont a-benn dezho, en un doare aheurtet... betek an deiz, a zo tost, ma vo lavaret : n'eus ket maoien ken.
Setu aze pezh em eus bet c'hoant diskouez, rak va santimant eo ez eo bet un devezh kaer tre ar Pantekost e Landevenneg met a fed brezhoneg ez eo bet nul, ur c'hwitadenn. Ret e oa analizañ ar perag. An eskob en deus graet ur striv bras-tre o vont e brezhoneg : ne oar ket ar yezh ha diseblant eo (gouzout a ra avat ez eus memestra un dra bennak peogwir ez eus daou zanvez beleg a gav se a bouez evit o doare da vevean ar feiz) ; al lennadenn a oa lennet gant ur plac'h yaouank : mat-tre ! met ni a oar hon daou e oa lennet fall gant an eil hag egile : digomprenus zoken lennadenn ar plac'h yaouank a youl vat. Donjerus evit neb a selaoue seurt «brèzhônègue». Evel se ez eo bet pe n'eo ket ???
Ar gwashañ avat evidon a zo bet ar «Bezit laouen» ha n'eo ket bet kanet gant an dud. N'eus keit se c'hoazh e ouie an dud dindan envor : echu eo an amzer-se, setu aze pezh a fell din lavarout va den mat.
Bemdez e pedomp du-mañ e brezhoneg e gêr. Gousperou gant manificat Pater ha kement 'zo . C'hwi a lavar "ar re a fell dezho a gendalc'ho d'hen ober'. Ya 'vat ! Na gontit ket re war an Iliz rak ur boutik eo un eskopti : ret eo e gas en-dro, ha me 'm eus aon e vo laosket dizale ar brezhoneg da gouezhañ paz eo aet da netra ar fideled gwir vrezhonegerien : n'eo ket pec'hed sonjal evel-se emichans, ha spi am eus e fazian.
Pardoniñ a ran deoc'h ho kerioù gros diwar va fenn : Peoc'h ha Karantez, neketa !?

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 5 ?