Pell a zo, dek vloaz evit lavar ar gwirionez, n'eus ket bet eus ur gouel ken bras en hon eskopti Kemper ha Leon.
Warc'hoazh neuze e vo lidet war ur mod bras ar Pentekost en abati Landevenneg ha tro dro er geriadenn gant an Aotrou an Eskop Le Vert hag a lido kouzoumenn peotramant koñfirmasion m'ho karez ur 300 bennag a dud yaouank pe deut.
Kregiñ a raio an devezh gant tri lec'h ma vo tu bale eus an eil d'egile : Marturia (reiñ da c'houd an Aviel), Diaconia (servij ho preudeur) ha Liturjia (meuliñ an Aotrou Doue) a-raok kreiteiz.
Goude ar pred mod pik nik e vo tu eskemm an eil gant egile, dizoleiñ diskouezadegoù hag all hag all a-raok an oferenn ha sakramant an aoter roet gant an Aotrou an Eskop.
Sur mat e vo kalzig a dud evit an darvoud pouezhus-se evit kristenien Breizh
■Salv ma ouezo ar vrezhonegerien kemer perzh an avieladur nevez he deus ezhomm hor bro. Bodañ ar gristenien vrezhonegerien, e komunion gant an eskibien eo pal «Emglev An Tiegezhioù».
Ret-mat eo en em c'houlenn pegeit amzer c'hoazh e vo moaien fourañ brezhoneg evel-se dre heg en ul liderezh e galleg pa n'eus ket mui a bobl vrezhoneger kristen.
Diouzh un tu all, an daou veleg nemeto a vo urzhiet ar bloaz mañ a zo o-daou brezhonegerien emskiantek.