Disul d'ar 27 a viz Mae e vo gouel ar brezhoneg kentañ e Liger-Atlantel, e framm ar Gouel Breizh ha kenurzhiet gant an ACB : Brezhoneg L.A.
E kreiz-kêr Naoned ha gant ur programm a-feson e vo ar fest : arvestoù, dudioù ha standoù a-bep seurt ha gant meur a yezh. Arrabat c'hwitaat an darvoud!
Roll an devezh:
Kregiñ a raio ar fest gant un digor-kalon-sonadeg adalek 11e30 (Sonneurs de Loire)
Ur stand krampouezh a vo dalc'het gant Evit Diwan. Ur stand evajoù a vo, evel-just! Ha Koreff a vo amañ ivez gant bier Breizh
Tañva d'ar c'hoarioù hengounel Breizh gant kevredigezh Plijadur da C'hoari.
C'hoariva e brezhoneg gant strollad Joyi (Kentelioù an Noz).
Kontoù e brezhoneg, gallaoueg ha galleg gant Armand Tosser, Yann-Ber Quirion, Yves Bourdaud ha Nadine Bénizet.
Sonadegoù gant bugale ar skolioù divyezhek, strollad Daonet (rock brezhonek), Tosser Tad ha Mab (kan ha diskan) ha Claude François (e brezhoneg).
Lennadennoù gant strollad ar bodad-lenn, tañva d'ar brezhoneg ha tañva d'an dañs gant Kentelioù an Noz.
Tañva d'ar c'hapoeira (e brezhoneg) gant strollad Ginga Nagô.
Hag ivez standoù-titouriñ : Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Div Yezh, Diwan, Ofis Publik ar Brezhoneg, Skol An Emsav et Skeudenn Bro Roazhon.
ur stal levrioù
ha stalioù-krouierien divyezhek gant C Claire ha Dindan an Heol
■