An Ti Glas e Forum Breizh Langoned !

Agenda publié le 20/05/12 20:23 dans Langues de Bretagne par Stéphanie Le Pelleter pour An Ti Glas
t:0

Kregiñ a raio en-dro kentelioù brezhoneg ar gevredigezh An Ti Glas e fin miz Gwengolo en Ar Sent, hag ivez e Gourin ha Langoned, e-lec'h ma oant bet ehanet evit ar bloavezh.

Ur gelenner nevez a raio ar c'hentelioù en div gumun-se adalek an distro-skol.

Gallout a rit c'hoazh kemer perzh er gentel live barrek en Ar Sent a gendalc'h e diwallerezh ar skol d'ar Meurzh etre 8e15 ha 9e45 noz gant an Ao. André Raoul, a aoze ar gentel-se abaoe bloavezhioù a zo en un doare laouenek.

Kaozeadegoù miziek, prezegennoù ha pezhioù-c'hoari en brezhoneg a vez aozet ivez gant An Ti Glas !

Na chomit ket etre daou ha deuit da zizoleiñ an holl obererezhioù ar gevredigezhioù hag hor raktresoù evit ar bloavezh 2012-2013.


Evit kaout titouroù, gallout a rit mont a darempred gant

An Ao. Guy Bec (prezidant) : 06 11 04 76 91

pe gant An Di. Stéphanie Le Pelleter (besprezidantez) : 06 84 05 98 77,

pe dre postel : antiglas@yahoo.fr


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.