Baleadenn hag istor Pornizh

Insolites publié le 18/05/12 0:04 dans Langues de Bretagne par Yann-Lukaz Badeaud pour Kentelioù an Noz Gwinieg
t:2
https://abp.bzh/thumbs/25/25990/25990_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25990/25990_2.jpg

Redadeg ebet met pourmenadeg diwezhañ ar bloaz, aozet gant Kentelioù an Noz-Gwinieg a oa dalc'het e Pornizh d'an 12 a viz Mae. Warlene he doa graet berzh pourmenadeg Kerverner-Raez aozet asambles gant Kristof ha Tieri, kelennerien brezhoneg Bro-Raez, ti-kêr Kerverner ha tud KAN-Gwinieg. Ar bloaz-mañ en em vodet o doa un ugent den bennak ivez.


Kontet e oa bet istor burzhudus Pornizh e brezhoneg flour gant Marie-Thérèse, Leonadez Pornizh : bountet e oa bet ar Vikinged gant Alan al Louarn da skouer hag e 851 e oa bet staget Bro-Raez (Naoned ha Roazhon ivez) ouzh Breizh.

E-pad an Dispac'h bras e oa bet spontus an emgannoù etre ar re C'hlas hag ar re Wenn amañ. En XIXvet kantved he doa kroget kumun Pornizh da vezañ ul lec'h chik evit tud pinvidik Naoned ha pelloc'h c'hoazh ha savet e oa bet tiez dibar ganto nepell eus ar porzh.

Daoust d'an avel e oa brav an amzer disadorn ha kendalc'het o doa ar valeaderien kerzhout a-hed hent ar valtouterien betek taolioù-maen ar Joselière hag ar Pradaer e-kichen Feunteun ar Vretoned.

E Feunteun ar Vretoned memes e vo digoret skol nevez Diwan Pornizh e miz Gwengolo. Bras-tre eo ar savadur kozh a oa ul leandi gwechall. 18 bugel o deus lakaet o anv evit an distro-skol c'hoazh. Deus ar skol e vo aes-tre d'ar bugale mont da gouronkañ e pleg-mor Breizh ha dastum brennig ivez martese.

Arabat ankounac'haat ar gwini a gresk e-kichen ar skol. Hervez ur gartenn 1850 ez eus ul lec'h anvet “vignes rouges” a ziskouez e oa bet plantet gwini war bladenn ar Joselière abaoe pell. Goude bec'h ar filoksera e fin an 19 vet kantved o doa adplantet ar Vreudeur gwini nevez, un nebeut deus Amerika ivez. Plantennoù evel Oberlin ha Noah a oa bet plantet e-kichen Gros-Plant da skouer. Hiziv e kaver Chenin, gwini a orin Anjev met ivez Grolleau loued, gwini a orin Bro Raez. Pegen kaer eo gwini Feunteun ar Vretoned pa vez heoliek an oabl !


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.