"Pachtol", miliner diwezhañ milin Kergueffr

Interview publié le 12/05/12 19:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25923/25923_1.jpg
pachtoldaou.mp4

Jacques Daniel, se oa e anv gwir, a laboure war bord ar stêr betek 1954, e milin Kergueffr, e traon maner Rosgrand, war parez Redene.


Milinerien a oa tud disheñvel ouzh ar re all : bevañ 'bord ar stêr, mont e darempred gant meur a hini evit ar greun hag ar bleud, evit gwerzhañ silhoù tapet gant bod spern du ha buzhug e-barzh a lakae anezho da vezañ brudet. Ar re gentañ o deus bet an tredan, gant un eil rod. Neuze e yae an dud da selaou ar radio, da welout gouleier da noz ...

Gant «Pachtol» (eus pelec'h e teu an anv-mañ ? Eus ar roched a zeue 'maez eus e bragoù ? ) e veze treuzet ar sêr Ele pa oa imoret mat. Poullroeñviñ e ouie ober. Setu Roger Stefan o kontañ penaos en doa lakaet Pachtol da dreuziñ ar stêr d'e dad e-pad ar brezel, pa oa o tistreiñ eus Dunkerque ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?