An Ti Glas : Kentelioù brezhoneg Ar Sent, Gourin ha Langoned a gendalc'h !

Communiqué de presse publié le 6/05/12 22:57 dans Cultures par Stéphanie Le Pelleter pour Stéphanie Le Pelleter
https://abp.bzh/thumbs/25/25838/25838_1.jpg

Ret e oa d'ar gevredigezh An Ti Glas, hag a aoze abaoe 2001 kentelioù brezhoneg e Gourin, Ar Sent ha Langoned, paouez kentelioù Gourin ha Langoned evit ar bloavezh goude bezañ bet ur gudenn gant an Ao. Erwan Lelièvre, kelenner er c'hêrioù-se.

Koulskoude e vo adkroget ar c'hentelioù gant ur c'helenner nevez e miz Gwengolo evel eo bet lavaret.

Evel just, kentel ar re varrek en Ar Sent a gendalc'h e diwallerezh ar skol d'ar Meurzh etre 8 e 15 ha 9 e 45 gant an AO. André Raoul, a ro kentelioù abaoe bloavezhioù a zo en un endro laouenek, ha gallout a rit kejañ gant ar strollad c'hoazh.

E Forum Breizh Langoned e vo ar gevredigezh da ginnig deoc'h he obererezhioù.

Titouroù

M'ho peus c'hoant da gaout titouroù, gallout a rit dont e darempred gant

– An Ao. Guy Bec (prezidant, e galleg) 06 11 04 76 91

– pe gant An Di. Stéphanie Le Pelleter (besprezidantez, e galleg pe e brezhoneg) 06 84 05 98 77,

– hag ivez dre postel : antiglas@yahoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?