Emvod KBBV Disul 22 a viz Ebrel e Saigon : an arouezioù keltiek

Communiqué de presse publié le 5/05/12 11:40 dans La diaspora par Le Fol Jacques pour Le Fol Jacques
https://abp.bzh/thumbs/25/25817/25817_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25817/25817_2.jpg

D'ar Sul 22 a viz Ebrel ez eo bet dalc'het er preti La Plancha e Saigon, an trede emvod Sul Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam. Gouestlet ez eo bet d'un diskouezadur gant Mikael Gwilhom diwar-benn an arouezioù keltiek.


Diskouezet ha displeget o zalvoudegezh ez eo bet gant Mikael ur rummad a arouezioù ken fetis evel loened, an alarc'h, ar bleiz, ar vran, an hoc'h, an erminig, ha difetis evel an triskell...

Echu an displegadur e oa deuet mare kendivizout diwar-benn ar Gouel Erwan o tont evit prientin aozadur an darvoud se. En arbennik ez eo bet divizet aozadur “Gwennili”, ar mini-lazh-kanan aozet gant izili KBBV evit displegan un nebeut a a ganouennou breizhek.

E keit se e oa aet ar vugale da zeskin penaos ober gwastell doare breizhek dindan beli Jean-Bernard Baudron, ur paotr ampart kenañ war pep tra liammet gant ar boued hag an died. Hag evit gwir lipous e oa disoc'h e labour gant ar vugale pa' n eo bet roet d'an holl perzhidi gant ar banne war dro dibenn an devezh. Ha loc'h gant ar vugale da ziskouez frouez o strivadenn.

www.kbbv-bretoninvietnam.com


Vos commentaires :
Patrick Chevin
Samedi 28 décembre 2024
Pa zonjan e oa va mamm-goz eur vietnamadez ha lod euz va famill ganet eno ha me na beza ked bet eno biskoaz... Eur vro gastreg eo hounez p'he deus-hi lardet tri haillon : ar Frans, ar Stadou-Unanet hag ar Chin... Kement-se ne hellfer ked lavared siwaz euz eur vroig kar-nez...

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?