Priz ar vugale ha priz ar yaouankiz : an disoc'hoù a-benn ur miz !

Agenda publié le 30/04/12 21:55 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25751/25751_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25751/25751_2.jpg

Poent eo echuiñ da lenn an 10 romant kinniget d'al lennerien yaouank gant ar gevredigezh fea hag embannet gant Keit Vimp bev evit an navvet gwech e 2012.


Tostaat a ra votadegoù gant ar vugale hag ar re yaouank er skolioù, skolajoù ha liseoù. Neuze eo bet lakaet daou emgav evit lidañ Prizioù 2012 :


Priz ar Vugale

D'al lun 4/06 da 10e30 e skol Diwan Tregon gant ar re CE2/CM2

Diaes e vo dibab etre «Ur sorserez eo mamm-gozh», «Den bleiz», «ar sarpant bihan» hag «ar Guzhiadell» (Maina Mallejac, Carl Diekman, Armel ar Sec'h, Alan le Faouen)


Priz ar Yaouankiz

D'al lun 11 da 2e goude merenn e Skolaj Henri Wallon, Lann er Ster (e kichen an Oriant). Dibab ar re e 6vet/pevare a vo start : «Tamasheq», «Iskisat breur bihan» pe «Dorn Dir» (Paskal Hervio, Anthony Renaudin, hag Erwan Billant). Hag evit ar re Drede/Termen : «Balafenn houarn», «Kroaz Hent», pe «Tramor son ha ton» (skrivet gant Katell CHantreau ha Patricia Legrand-Peoc'h, Mai Ewen, Moran Dipode, Milena Krebs, Frank Bodenes).


Hag evit ar re o deus raktresoù skrivañ evit 2013, chom a ra betek d'an 8 a viz Mae evit kas ho skridoù ! (mankout a ra skridoù evit Priz ar Vugale dreist-holl)

da gas da afea@laposte.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?