Kanaouennoù e-leizh evit ar Redadeg

Revue de site publié le 27/04/12 16:56 dans musique par Katell Chantreau pour Katell Chantreau
https://abp.bzh/thumbs/25/25702/25702_1.jpg
Redadeg Dz Gwenole Larvol

Petra zo krog en dud ? Kanerien, skolaerien, skolidi, bandennoù mignoned, brezhonegerien a bep seurt zo krog en ho pluenn evit skrivañ kanaouennoù !


Lañs ar Redadeg 'ni eo, evel-just ! Ar blijadur da ganañ evit kas ar rederien betek penn an hentad.

Seizh kanaouenn zo bet resevet evit poent. «Foeter Breizh» gant Dom Duff, kanaouenn ofisiel ar redadeg, met ivez ur ganenn liv jazz warni kanet gant skolidi Douarnenez (prest da zegemer 'hanomp war an ton bras !), un all savet gant kamaraded deus Plabeneg, levezonet da vat gant muzik Allah's kanañ, hag unan bet kaset gant David ar Gall hag e skolajidi (l'incontournable !). Pebezh plijadur !

An holl sonennoù a c'heller selaou ha pellgargañ war lec'hienn oueb ar Redadeg, memes ar re gozh bet kanet a bouez penn e 2008 ha 2010. Peadra da vont laouen en tu all d'ar 1.000 km gwerzhet e fin an dibenn-sizhun-mañ 'michañs !

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?