Tournamant melldroad d'an 13 a viz Mae

Agenda publié le 27/04/12 15:19 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

Skoazell Skolaj Diwan 44 ha Kentelioù an Noz a ginnig an eil tournamant melldroad gant pempzek skipailh 7 c'hoarier, brezhonegerien pe get.

Warlene, tost 100 c'hoarier o doa kemeret perzh en tournamant. Ar bloaz-mañ e vo an emgav d'an 13 a viz Mae war tachenn Noe Lambert bali ar re blevek (boulevard des Poilus) e Naoned. Memes mont-tre eget ar skolaj, tost ouzh an niverenn 45 ar straed. («lec'h cheñchet d'an 9 a viz Mae») Kregiñ a raio da 10e mintin. C'hoariet e vo betek 5e.

Digoust ha digor d'an holl eo an tournamant. Ur rann evit ar re-yaouank a zo bet rakwelet gant skipailhoù bugale etre 7 ha 10 vloaz. Servijet e vo boued hag evajoù war al lec'h. Ar gounidoù a vo implijt evit skoazell ar yezh.

Lakait ho'ch anv!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?