Adnevezaet oa bet chapel Itron Varia ar bleunioù ha feunteun sant Diboan e karter Logivi gant tud ar c'harter youlek. E-barzh ar chapel, delwennoù interessant a zo : hini sant Roch, e koad, eux ar XVIvet kantved, hini sant Diboan gwiskamant ha bazh an eskob gantañ, sant Adrian, gwisket mod ar vro (ha ket evel ur Romanad), ha santez Ana, bras spontus e keñver Maria.
Lidet oa bet ar pardon evel gwechall : un oferenn gant kantikoù e brezhoneg (hini sant Diboan en o zouez), benniget oa bet dour ar feunteun hag an dud tro dro gant brankoù beuz. Bannieloù a nije ha biniou/bombard an daou soner ampart a sone tonioù bro an Aven , hag evit echuiñ lotiri, krampouezh ha kouignoù da werzhañ, hag ur c'houskous evit an dud a chome. Hag an aotrou person da galonekaat an holl da vont da votiñ.
Ur chapel, ur feunteun : liammet eo ar relijion gozh gant ar relijion a-vremañ. Alies e vez savet ur chapel e lec'h e oa lidet ur relijion all. Sikour a rae sant Diboan da dennañ ar boan, hag evel sant Roc'h e c'helle pareañ an dud, met n'emañ ket e anv war listenn zent Roma, anat deoc'h.
M'ho peus c'hoant parañ ho kleñvedoù, ne faziit ket ; sant Adrian evit ar vosenn, sant Roch evit al lorgnez ha Sant Diboan ... evit ar c'hlenvedoù dispi.
■