Abadennoù Fubudenn e miz Even e bro an Oriant

Agenda publié le 14/04/12 15:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25523/25523_1.jpg

Kinnig a ra ar strollad Fubudenn ur pezhig c'hoari 40 mn e brezhoneg, anvet « Kurunennoù ar rouanez », istor ur paotr, Honza, a glask gounit arc'hant o c'hoari gant ar rouanez. Ma vo trec'h, 300 kurunenn aour, ma ne vo ket … soudard ar rouanez e vo e-pad 20 vloaz. C'hoariet oa bet 8 gwech e Kemperle, Tremeven, Banaleg, Ar Zent. Gwelloc'h eo ober un abadenn evit ar re vihan, hag unan all dirak ar re vras CP/CM2.

Digoust eo an abadenn, difrejet e vez an dud evit an hent graet (war dro 30/50 euro hervez an hent) ha ma vez un dra bennag da zebriñ pe da evañ goude an abadenn, n'eo ket falloc'h.

Gallout a raio ar strollad c'hoari :

d'ar gwener 8/6 da 10e30

d'ar gwener 15/6 da 10e30

d'ar gwener 22/6 da 10e30

d'ar gwener 29/6 da 10e30

Erruout a raio ul lodenn eus ar strollad (5 den en holl) da 9e evit staliañ ar sal (4m/4m), an dafar hag an dilhad. Simpl-tre eo. N'eus ket ezhomm a dredan. Komzet e vo e brezhoneg gant nebeut a c'herioù eus Roumania (« Djindobre » a dalv « Demat », ha « Dobry Notz » a dalv « Noz vat »...). Moaien vo deskiñ an div sonenn ivez : unan e roumaneg, berr a-walc'h hag eben e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc'h : 02-98-71-74-94 / 06 79 14 96 87 pe taolkurun@laposte.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 1 ?