Gouel Kala-Mae, gouel Barr-Mae - 2012

Communiqué de presse publié le 14/04/12 12:20 dans Patrimoine par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevez-hañv :

D'ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d'an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadeg en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez e hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.

An deiz kent (d'ar Lun 30 a viz Ebrel) :

Lakaet eo bet an tolp da 6 e. 30 da noz àr parkva mirdi ar c'hartennoù-post e Baod. Soñjit degas un droc'hell geneoc'h !

D'ar Meurzh 1ñ a viz Mae :

• emgav da 10 e. 00 e-tal chapel Sant-Kidi etre Pluverin hag ar Chapel-Nevez.

• baleadeg àr-dro ar Roc'h-du, lennadennoù ha barzhonegoù ; pred e ti Mari-C'hlazioù, kasit ho poued ganeoc'h !

• 4 e. 30 d'enderv : banne profet.

Digoust.

Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.

Evit Bemdez,

Bertrand Deléon


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?