Tost ha pell, Annie ha Lors asambles evit ur bladenn nevez

Musique publié le 11/04/12 19:49 dans musique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25482/25482_1.png
https://abp.bzh/thumbs/25/25482/25482_2.jpg
Kan a boz kourtez Lor Jouin

Disput an heol a-enep an dour, an Tregeriad a-enep ar C'herneveurad, mouezh don ha kreñv paotr Lors Jouin, ha mouezh ken brav Annie Ebrel. Abaoe pell e oant o kanañ pep hini deus e du, gant ar c'hoant ober ur wech bennak un dra bennag asambles. Graet eo.

Dimeurzh paseet e oant gant 40 lisead Karaez. Kanet o deus Annie ha Lors tammoù eus an abadenn nevez a vo e miz Kerzu war leurenn Glenmor. Ha merc'hed bro Pondi da ganañ un andro war o lerc'h.

Kontet o deus dezho penaos e oant deuet da vezañ kanerien a-vicher, penaos Annie he doa cheñchet yezh gant he zud a gomze brezhoneg gant ar re gozh, ha ket ganti.

Da 13 vloaz e oa aet mamm-gozh Annie da gaozeal en tele en he lerc'h pa oa bet gonezet ganti da 13 vloaz priz kentañ kan ar bobl ! Ha dezhi da gomañs da zeskiñ diouzhtu !

Gant Lors ' oa bet desket ar brezhoneg gant peisanted ar c'hreizh Breizh, dont a rae da Garaez da heuliañ kentelioù noz, hag e-pad an deiz e oa e skol labourerien douar ba Pondi. Ha war ur c'haier e skrive ar ger brezhoneg implijet er skol, hag ar ger brezhoneg lavaret gant tud ar vro, gant ur pezh mell diforc'h. Mod-se eo deuet a benn da gaozeal brezhoneg gant liv ar vro, ha kad da skrivañ memestra. Hag ur wech an amzer e sikour mignoned Landelo da skrivañ ur yezh komzet ganto aboe int ganet.

Setu, m'ho peus c'hoant selaou diouzhtu, deuet eo er maez ur bladenn dreist da selaou , moulet gant Coop Breizh. Abadennoù a vo un tammig pep lec'h er vro gant an daou gomper.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?