Obidou Chanig a vo lidet d'ar gwener 13 a viz Ebrel e Brest da 4 Eur 1/2 e Brest er Vern.
Heuliañ he gwaz Charlez ar Gall marvet e 2010 he deus graet Chanig. Graet he doa gantañ un hir a hent e bed ar c'hleweled e brezhoneg : pa oa an ORTF, graet o doa kalzig a draoù evit ar skingomz hag ar radio e brezhoneg. Desket he doa ar brezhoneg evit gallout kemer perzh e abadennoù kentañ gant he gwaz, war Radio Brest da gentañ e 1964 ha da c'houde e Tele Bretagne pa oa bet krouet Breiz o veva, ar «magazin» kentañ e brezhoneg evit ar skinwel e 1971.
■