Komz brezhoneg brav gant Yann Gervern

En Bref publié le 7/04/12 23:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
gervernu.mp4, gervernd.mp4

Tremenet oa bet buan amzer an 12 skoliad, kazetennerien radio ha skinwel, skrivagnerien, kelennerien, skolaerien, tud war o leve anezho. Plijus-tre e oa labourat war ur c'hant frazenn bennak o klask penaos lemel levezon ar galleg pe ar boazioù fall kemeret gant pep hini anezho. Skouerioù tennet eus niverennoù Al Liamm, Ya !, romant diwezhañ Mich Beyer...

Ha gant Yann Gervern e vez graet a bep seurt traoù : labourat, kanañ, selaou kontadennoù, kenveriañ barzhoniezh Breizh hag hini bro Alamagn...

Evit ar re o deus c'hoant kemer perzh d'an eil staj, kit e darempred gant ar gevredigezh fea : afea@laposte.net - 06 79 14 96 87

E lise Diwan Karaez e vo, etre 10e beure hag 1 eur goude merenn, d'ar Sadorn 23 a viz Mezheven. Digoust.


Vos commentaires :
Jean Lastennet
Dimanche 22 décembre 2024
N'on ket bet evit pellkargañ ar fichenn PDF. Ur «404» 'm eus bet.

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?