Stroll ha diroll dirak Parlamant Breizh

Reportage publié le 7/04/12 13:47 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25444/25444_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25444/25444_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25444/25444_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25444/25444_4.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25444/25444_5.jpg
stroll ha dirollpar.mp4, stroll ha dirollu.mp4

1500 bugel gwelet e 19 skol divyezhek etre Gwened ha Sant Brieg e ...pevar devezh !

Setu ar strollad o tiskouez e labour e Roazhon dirak 60 a dud, Lena Louarn en o zouez. Laouen e oa al liseidi da c'hoari er maez e kreiz kêr. Da c'houde e oa bet eskemmoù frouezhus gant studierien bet e Diwan ha familhoù deuet gant ar vugale.

Un avantur kroget e kentañ klas e Lise Diwan, gant sikour Yann Fanch Jacq ha Pascal Cariou, leurennier. Barzhoniel, farsus, kentelius war un dro e oa an abadenn a gonte istor div blac'h gant ar c'hoant cheñch buhez.

Plijet e oa an holl vugale gwelet e skolioù Diwan hag e skolioù divyezhek, Dihun (Sant Gwen e Gwened, sant Jean Bosco e Roazhon da skouer) ha Divyezh (150 bugel e skol publik Naoned, 70 e Roazhon e skol ar Frankiz).

Gourc'hemennoù d'ar re yaouank da gentañ evit o nerzh hag o ampartiz, ha d'an holl o deus graet war dro an trede «c'hoariva tour» aozet gant liseidi Diwan Karaez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?