Marc'had artizaned ha produkterien ar vro e Plogastell-Sant-Jermen

Appel publié le 22/03/12 20:54 dans Economie par Vincent Rouxel pour Diwan Plogastell Sant Jermen Kuzul Skoazell
t:1
https://abp.bzh/thumbs/25/25257/25257_1.jpg

« Souten, dizoleiñ, lakaat perzhioù dibar ar vro war wel »

D'ar sul 29 a viz Ebrel 2012 adalek 10 e mintin ha betek 6 e noz, e bourc'h Plogastell-Sant-Jermen.

Aozet e vez an Ekofoar gant Skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen ; ur skol vamm Diwan nevez hag an hini nemeti e bro vigoudenn. Ur fest “eko-keodedel” ha foran eo an ekofoar gant e bal dezhi zo souten bevezerezh produioù ar vro, eskemm mennozhioù ha doareoù d'ober, ober anaoudegezh gant artizaned ha kevredigezhioù.

Setu framm kentañ an eil ekofoar ma vefemp laouen d'ho keveliñ ganeomp. Evel-se e kemerimp perzh evit kenvevañ gwelloc'h, en ur bed gwelloc'h ha doujusoc'h d'ar remziadoù da zont.

Kinnig a reomp deoc'h dizoloiñ :

Produktourien ha pleuskerien ar vro ;

Kenverzhourien : gwerzherien spisoù, kigerien, marc'hadourien-bleunioù ;

Savourien c'hoarioù ha c'hoarielloù savet e koad ha gant an dorn penn-da-benn, e Penn-Ar-Bed ;

Artizaned ha savourien bravigoù unel ha dibar ;

Livourien awenet gant ar mor, ar bigi, ar maezioù, ar chapelioù… ;

Dilhad e danvez kotoñs bio evit ar vugale koulz hag ar re gour ;

Dafar e liamm gant bed ar boupiged ;

Annezadur hag an annezadur ekologel ;

An hevoûd, ar yec'hed ;

Kevredigezhioù.

Roll an abadennoù :

A-hed an devezh : un ti-feurm bihan, dizoleiñ ar c'hoari galoj, c'hoarioù breizh, c'hoarioù aozet gant kumuniezh kumunioù bro viboudenn uhel, carlolote (degemer evit an dud hag o bugale), sonerezh.

Prizioù dieub evit ar stalioù ; derc'hel ur plas pe evit muioc'h a ditouroù : 06 32 29 57 32

10 e 30 baleadenn e brezhoneg, dizoleiñ ar gerioù asambles gant ar gwennodennoù gant Loïc Jade ;

11 e deskiñ fardañ produioù da gempenn an ti. Stal kaset en-dro gant kumuniezh kumunioù bro vigoudenn uhel ;

11 e 30 dizoleiñ ar plant mat da zebriñ war vord an hent, gant Teia ;

2 e goude merenn (g.m) gounezerezh padus, an dazont ? gant « paysage vivant » ;

3 e 30 g.m displegadenn : Diwan hag ar soubidigezh : peseurt disoc'h ? gant Eliane Kerjouan ;

4 e g.m stalig Weka Weka evit ar vugale etre 4 ha 10 vloaz ; haleg pleget gant Anne Bourlet :

6 e g.m pouezadur al lastez ha digor-kalon ha sonnerezh e tavern an EkoFoar.

Boued geotdebrer ha bio war al lec'h, kafe, te, krampouezh, chug avaloù, bier ar vro.

Em enskrivañ : goulenn an teuliad hag adkas anezhañ da:

Stéphanie Raoul Foar Diwan Ty blocou-29710 ouldreuzig : 06 75 23 47 95

Mont e-barzh : 1 € ; digoust betek 16 vloaz.

Aozadur : kuzul-skoazell skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen

EkoFoarPlogastell : (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.