Brestiz o vreskenn

Présentation de livre publié le 20/03/12 12:27 dans Cultures par Tudual Huon pour Tudual Huon
https://abp.bzh/thumbs/25/25230/25230_1.jpg

E kêr Vrest emañ Jili Gwilhosou o labourat. Kuzulier war ar gwir eo hag enklasker a vicher.

N'eus ket keid-all zo emañ Glaodina Pedel o labourat gantañ. Diouer a labour n'eus ket, se zo splann : ur skoliadez bet kuitaet he zud hag ar skolaj ganti a rankont adkavout ha lakaat war an hent mat en-dro, un noter aet skuizh gant e wreg hag ar vuhez diroll a skarzh kuit gant e vag dre lien a rankont klask. Mona Wegen, gwreg ar surjian brudet Amede Dilaser, he deus kavet un amourouz, evit abuziñ hec'h amzer hag ar surjian un tamm jalous memestra, a garfe gouzout piv an den-se. Ma, netra dreistordinal... evit un enklasker a vicher.

Pa oa bet kavet an doktor Dilaser marv-mik en e di avat, e oa Jili ha Glaodina e kreizik-kreiz un afer un tamm mat luzietoc'h...

Embannet e oa bet « Brestiz o vreskenn » (gant Yann Gerven) evit ar wezh kentañ er gelaouenn Planedenn e 1984 ha goude-se e 1986 gant Al Liamm.

Berzh en doa graet an istor enklask-se ha peurwerzhet e oa pellik zo.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?