Evit mont war raok gant ar brezhoneg skrivet

Dépêche publié le 19/03/12 16:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Gant fea, ar gevredigezh e penn Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, e vo aozet disadorn e lise Diwan Karaez etre 10e ha 13 eur ur stummadur evit gwellaat brezhoneg an holl dud a blij dezho skrivañ ha difaziañ testennoù e brezhoneg.

Digoust eo ar stummadur, ha setu penaos e vez kinniget anezhañ gant Yann Gervern : «ar pezh a c'hellan ober, eo stummañ tud hag a vefe prest da zont meur a zevezh a-renk, evit gwellaat o brezhoneg, gwelet petra zo treuflez er brezhoneg a vez skrivet. Kemeret e vefe niverennoù diwezhañ AL, pe al levrioù nevez-deuet er-maez, ha gwelet penaos e vez levezonet gant ar galleg an dud a skriv hiziv. Trawalc'h eo kaout startijenn evit dont a-benn eus se.»

Digoret eo ar stummadur d'an holl

02 98 71 74 94

06 79 14 96 87


Vos commentaires :
Jean Lastennet
Dimanche 22 décembre 2024
Enrollet e vo ?

Rak pell emañ diouzh Pariz, siwazh.


Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?