C'hoariva etresevenadurel : e brezhoneg hag e kastilhaneg

Rapport publié le 18/03/12 17:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
giselhaceline.mp4

Pleustradeg e div yezh : bizkoazh-kemend all !

Ganet eo ar strollad Fubudenn daou vloaz 'zo goude festival Taol Kurun. Kentelioù noz a oa e skol Diwan dija, hag evit respont da hetoù maer Kerien «krouiñ ur strollad c'hoariva e bro Kemperle» evit enoriñ Remi Derrien, oa bodet pemp den. Ha setu ur pempvet prantad aozet gant kentelioù noz Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle.

Krouet o deus teir abadenn dija, div e brezhoneg hag unan e galleg.

O abadenn diwezhañ a zo bet c'hoariet dija, «Kurunennoù ar rouanez» (skrivet gant «le théâtre du copeau», Brussel) e saloñs al levrioù Karaez hag e teir skol ar vro e-pad ar festival Taol Kurun, met c'hoant o doa mont pelloc'h ha gant al leurenniñ ha gant ar brezhoneg.

Setu perak o deus kaset ur raktres d'ar c'huzul meur Penn ar bed, evit Klaskerien ha treizherien soñjoù. Pedet o deus Celine Soun ha Gisel Vargas un devezh pad disadorn paseet evit labourat, e brezhoneg war o fezh c'hoari. Aet eo kalz war raok, gant teknikoù tost a-walc'h eus re gomedia dell'arte, diazezet war ar c'horf. Dre ma'z eo un abadenn evit ar vugale o deus pouezet war ar gomprenedigezh dre ar jestroù oc'h ouzhpennañ a bep seurt munudoù fentus ha barzhoniel ...

Warlerc'h e vint gant brezhonegerien ar vro, bro Gwened ha Traon Kerne (Daniel Cudennec, Paul Brustiec ...) evit gwellaat an distagadur hag an taol mouezh. Evit pediñ ar strollad e abadennoù an hañv pe er skol (etre 3 ha 12 bloaz), ha mod all evit an holl dud o deus miret kalon ur bugel : 06 79 14 96 87

C'hoariet e vo e Skaer e miz Even, e skolioù bro an Oriant, e tiez ar re gozh, e kampoù vakansoù ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?