Ur sizhunvezh goude bezañ kroget da labourat a-zevri evit bodañ an dud, ouzhpenn 7000, en-dro d'hor goulenn evit kaout Facebook e brezhoneg e krog an traoù da fiñval.
Resevet hon eus ar respont kentañ a-berzh skipailh Facebook. Deuet eo dre ar skipailh a ver an troidigezhioù. Ur respont, e galleg, zo bet kaset deomp : «Facebook e brezhoneg a fell deoc'h. Mat eo, komprenet-mat hon eus. Emañ e-touez ar yezhoù da vezañ ouzhpennet, asambles gant ur bern yezhoù all. Un tamm pasianted c'hoazh».
Laouen omp o welet eo bet prim Facebook o respont. Diskouez a ra hon eus labouret mat. Gouzout a reomp bremañ n'emaomp ket o klask komz ouzh tud a rafe skouarn vouzar deomp. Plijet omp ivez gant ar c'hemenn sklaer a lavar emañ bremañ ar brezhoneg war roll ar yezhoù zo da vezañ ouzhpennet.
Koulskoude ez omp nec'het o lenn n'eus bet kinniget tamm deiziataer ebet evit mont war-raok hag o welet eo hir-daonet, evit doare, ar roll yezhoù da vezañ pledet ganto.
Setu perak ec'h embannomp en-dro hor youl ma vo bastet d'hor c'hoant an abretañ posupl hag e chomimp unanet en-dro d'hor strollad «Facebook e brezhoneg», betek ma vo kinniget e gwirionez ar brezhoneg war etrefas ar rouedad.
Trugarekaat a reomp an holl re a harp ac'hanomp da emezelañ er strollad :
■