Diwan : prezegennoù gant Gilbert Dalgalian d'ar Sadorn 17 a viz Meurzh e Naoned

Conference publié le 6/03/12 17:05 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Diwan
t:1
https://abp.bzh/thumbs/25/25084/25084_1.jpg

« Spletoù an divyezhegezh hag al liesyezhegezh”

Prezegennoù-kendivizoù gant ar c'helenner Gilbert Dalgalian

D'ar Gwener 16 a viz Meurzh 2012, da 8 e 30 noz e Pornizh

D'ar Sadorn 17 a viz Meurzh 2012, da 10 e, e Naoned

Ur binvidigezh hag ur chañs eo komz meur a yezh disheñvel. Tu a zo deomp kinnig ur skoliataerezh divyezhek d'hor bugale.

Petra a vez kinniget el Liger-Atlantel ? Komz a ran ur yezh all estreget ar galleg, daoust hag-eñ e c'hellan komz gant ma bugel er yezh-se ? Pegoulz eo ar mare gwellañ evit kregiñ ? Pere eo perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan ? Daoust hag-eñ e c'hell ur c'houblad unyezhek reiñ ar chañs d'e vugale da heuliañ ur skoliataerezh divyezhek ? Daoust hag-eñ ez eus ur riskl e veskfe ar bugel an div yezh ? Pehini eo soñj an Deskadurezh-Stad ?

Gant Gilbert Dalgalian e vo respontet d'ar goulennoù-se, d'ar Gwener 16 a viz Meurzh e Pornizh ha d'ar Sadorn 17 e Naoned.

Gilbert Dalgalian

Yezhoniour, kelenner, bet rener pedagogel an “Alliance Française” e Pariz, ha skrivagner (« Enfances plurilingues, Témoignage pour une éducation bilingue et plurilingue » en Embannadurioù l'Harmattan, « Reconstruire l'Éducation » en Embannadurioù an Amzer) eo Gilbert Dalgalian. Diskouez a ra deomp e c'hell pep bugel dont da vezañ divyezhek dre un doare plijus hag un aergelc'h pozitivel, deskiñ yezhoù all en un doare naturel, efedus ha buan.

Skolaer e Pariz, kelenner galleg yezh estren e Calcutta hag e Berlin, kelenner alamaneg ha klasker war gelenn ar yezhoù e Zurich, doktor war ar Yezh (Skol-Veur Nancy II), stummer kelennerien e Bro Senegal, e Aod an Olifant (UNESCO) hag e Munich eo bet. Labourat a ra muioc'h muiañ war an deskiñ yezhoù abred ha war an deskadurezh dre vras. Gilbert Dalgalian a stourm evit ma vefe cheñchet an doare da zeskiñ ar yezhoù hag evit ma vefe digoroc'h ar skol war ziorren ar vugale hag an teknologiezhioù nevez…

« Spletoù an divyezhegezh hag al liesyezhegezh”

Prezegennoù-kendivizoù gant ar c'helenner Gilbert Dalgalian

D'ar Gwener 16 a viz Meurzh, da 8 e 30 noz, e Pornizh,

sal Macé, plasenn Jean Macé (tost d'ar c'hoc'huioù)

Digor d'an holl

Kinniget gant ar gevredigezh « Evit ur skol Diwan e Pornizh e miz Gwengolo 2012 »

Darempredoù : 06 29 47 23 59 pe diwan.pornizh@gmail.com

D'ar Sadorn 17 a viz Meurzh, da 10 e, e Naoned, sal Joliot Curie, 65 Bali

Joliot Curie

(Busway lec'h-ehan Clos-Toreau / Bus 42 lec'h-ehan Saint-Jacques 1)

Digor d'an holl

Kinniget gant Skol Diwan Naoned e liamm gant ar raktres digeriñ un eil skol e Su Naoned e miz Gwengolo 2012

Darempredoù : Contact : 02 51 80 50 32 & diwan.naoned@yahoo.fr

www.diwan44.org


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.