Fest noz Kankan kentañ : 150 den ha plijadur e leiz !

Rapport publié le 4/03/12 20:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
kanakanu.mp4, kankand.mp4

Fest-noz mod nevez aozet gant Kanerien sant Turian disadorn

Leun ar sal, tud o c'hoarzhin, ha war al leurenn, dek koublad o kanañ e brezhoneg. Ar re varrekañ evel ar re a gomañs. Tud bro Gwened ha tud Rostren, pemp koublad merc'hed (Fams, Loeroù Ruz, Cecile/Celine, Silvi/Awena, Silvi/Rozenn), c'hwec'h koublad paotred (Olivier/Simon, Le Mouel/Capitaine/Faucheur, Pensec/Billon, Le Berre/Bourhis, Le Noc/Jouaillec, Le Noc/Le Berre), peadra da lakaat an danserien da huchal ha da lammat betek div eur vintin... Ur vals hag ur vals skoseg a zo bet kanet e brezhoneg ivez. Hag er sal e oa kalzig a dud o taremprediñ e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?