Breizh-Japan 2012

Communiqué de presse publié le 2/03/12 12:10 dans Conseil Regional par Odile Bruley pour Odile Bruley

Eus an 9 a viz C’hwevrer d’an 31 a viz Kerzu 2012 e vevo Breizh diouzh lusk Bro-Japan peogwir e vo kinniget an diskouezadeg «Breizh-Japan» un tamm pep

Stampoù, maskloù, porselennoù, kimonoioù, livadurioù, engravadurioù… E 2012 e vo kinniget un toullad mat a zarvoudoù war dem Bro-Japan. Un digarez kaer e vo d’ober anaoudegezh gant dastumadoù rouez eus traoù a Vro-Japan pe oberennoù gant arzourien eus Breizh pe eus lec’h all hag a zo bet levezonet kalz gant awen Bro-Japan. En-dro d’a darvoud-mañ ez eus bet bodet daouzek mirdi eus Breizh. Kaset eo da benn gant Kevredigezh Mirourien Mirdioù Breizh hag emañ Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ o paouez reiñ al label « Diskouezadeg a laz broadel » dezhañ. Da-heul an diskouezadegoù e vo aozet a-hed ar bloaz sonadegoù, arvestoù, prezegennoù, atalieroù pedagogel da-geñver ur gwir goulzad sevenadurel anvet « Breizh-Japan 2012». E miz C’hwevrer e vo kroget gant an abadennoù e Mirdi Sant-Brieg gant an diskouezadeg « Henri Rivière, kidroioù unan levezonet gant ar gizioù japanat en Aodoù-an-Arvor ».

Ar Rannvro, keveler an darvoud

A-viskoazh eo bet troet Rannvro Breizh da sikour da vat tachenn ar glad ha skoazellañ a ra ar mirdioù. Emañ ar skoazell roet da Breizh-Japan 2012 dres e-barzh ar politikerezh-se evit harpañ ha brudañ ar mirdioù eus Breizh ganto al label Mirdioù Frañs. 4 bloaz bremañ emañ Rannvro Breizh o sikour ar raktres diskouezadegoù tematek-mañ, dibar hag uhelek, kaset da benn gant Kevredigezh Mirourien Mirdioù Breizh. Ar pal zo lakaat anavezout gwelloc’h an dastumadoù traezoù japanat pe levezonet gant Bro-Japan a zo e dalc’h mirdioù Breizh, hag ivez lakaat an dud d’anavezout gwelloc’h hor rannvro pa’z aint da welet an 13 diskouezadeg a ya d’ober an darvoud.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?