50 den evit studiañ an araogennoù get KEAV

Conference debat publié le 25/02/12 19:34 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
flouisu.mp4

François Louis da vintin, Mark Kerrain goude merenn, hag e sal vras Plañvour, studierien, kelennerien kentelioù noz, skolioù, skolaj, tud war o leve dedennet bras gant ar brezhoneg,... o selaou pegen a-bouez eo an araogennoù evit lemel levezon ar galleg ur seurt.

E brezhoneg bro Gwened, vez ket lavaret «dastum an avaloù douar» met «serriñ» anezho. Ha gant ar verb arru (erruout) ez eus a bep seurt impliopù : meur a ugent troidigezh en galleg ! «Arru gant» pe «arru ar» : disheñvel mik ! «Arru ganin un dra bennag» a dalv eo c'hoarvezet un dra bennag gant ma volontez din-me. «Arru ur vombezenn warnon», ret e vo din gouzavñ un dra bennag ne m'eus ket raktreset ...

Dedennus-kaer e oa an abadenn. Peadra evit lakaat tud a gomz KLT da gomprenn tud bro Gwened. Mont a raio war raok kalite ar yezh komzet ha skrivet gant seurt stummadurioù, me gav ganein, un dra sur !


Vos commentaires :
MICH BEYER
Dimanche 22 décembre 2024
ARAOKADENNOÙ PE ARAOGENNOÙ, ENO 'MAÑ AN DALC'H, E-GIZ MA LAVARE WILLIAM S...

KAERAT LAPSUS !


T. Gwilhmod
Dimanche 22 décembre 2024
Ya, talvoudus bras eo seurt studioù : dreist-holl gant ar pal da binvidikaat «ar genyezh». Enebiñ Gwnedeg ha KLT a zo drastus evit dazont ar brezhoneg. Gwenedeg ha KLT a ya da get ha warc'hoazh ne vo mui a rannyezhoù, ha gwel a se, rak ne reont nemet disleberiñ ha bruzhunañ a feur ma rouesa implij ar brezhoneg e Breizh Izel e-touez an dud war ar maez.
Ret eo ivez diwall diouzh un dra all : pinvidikaat ar genyezh eo 'zo d'ober ha n'eo ket lakaat en-dro en implij troiennoù ha na zegasont netra nevez a-fed ster.
Rak, evel broadelour, da heul RH pe YO e soñjan e ranker «krouiñ» ur genyezh, yezh ur gumuniezh politikel, dezhi «ur prezeg» dezhi hec'h-unan. Er par se ur PJ Hélias pe zoken ur Mikael Madeg ne gemeront ket perzh er genyezh se peogwir o skridoù ne zegemeront ket nag an doare-skrivañ unvan, nag ar c'heriaoueg a vez goveliet gant ar gumuniezh-se, dreist-holl da heul «Skol Walarn»

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?