Ur stumm nevez evit an troer emgefre hag un difazier yezhadurel

Communiqué de presse publié le 24/02/12 17:27 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/24/24956/24956_1.jpg

Abaoe 2008 e tiorren Ofis publik ar Brezhoneg un troer emgefre brezhoneg-galleg. War lec'hienn an Ofis e c'haller e gavout : (voir le site)

Deuet ez eus er-maez hiziv ur stumm nevez (ar stumm 0.5). Evel evit pep doare nevez eo bet kresket ar c'heriaoueg anavezet e-keñver ar stumm kent. Kalz a anvioù divoutin nevez zo bet ouzhpennet ivez (anvioù-badez, anvioù-familh, lec'hanvioù, anvioù merkoù...). Renket ez eus bet kudennoù niverus; pledet e vez mat bremañ gant stummoù ispisial zo, evel kemmadurioù ar gerioù a ra o liester e daou (da sk. : e zaoulagad, ho taoulagad) pe ar gerioù benel a grog gant g hag a fat o lizherenn gentañ war-lerc'h ar ger-mell (da sk. gouiziegezh, ar ouiziegezh). Meur a reolenn zo bet spisaet ha digammet ez eus bet un toullad patromoù deverañ, paneveken evit anavezout muioc'h a liesterioù diabarzh pe adliesterioù.

Ar re a garfe pellgargañ ar pakad a gavo anezhañ war Sourceforge : (voir le site)

Un difazier yezhadurel evit LibreOffice

Abaoe meur a viz e kenlabour an Ofis publik e savidigezh un difazier yezhadurel kentañ evit LibreOffice. LanguageTool eo anv ar benveg, digoust eo ha frank a wirioù.

Meret eo ar raktres brezhonek gant Dominique Pellé, anezhañ ur Breizhad divroet en Izelvroioù zo oc'h adperc'hennañ yezh ar vro. Gallout a reer pellgargañ LanguageTool amañ : (voir le site)

Mont a ra LanguageTool kalz pelloc'h eget diskoachañ fazioù kemmadurioù (pezh zo mat dija). Tost 400 reolenn difaziañ zo bet savet evit ar stumm kentañ-mañ c'hoazh. LanguageTool a gav fazioù hag a ginnig diskoulmoù da-heul. Ur benveg aes d'ober gantañ ha ret evit an holl re a fell dezho gwellaat o brezhoneg skrivet.


Vos commentaires :
T. Gwilhmod
Samedi 21 décembre 2024
Dispar eo an difazier ! Gourc'hemennoù d'al labourerien galonek a bourchas evel-se ur benveg a zoare da wellaat hor brezhoneg skrivet.

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?