Eden Bouyabes e Karaez d'ar yaou 8 a viz Meurzh

Agenda publié le 23/02/12 11:56 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

A-boan echuet da grouiñ «Al liorzhour»e Kemper, goude ur staj margodennoù gant ur margodenner bro Laos, setu strollad Piba o kinnig ar pezh c'hoari «Eden Bouyabes» war leurenn Glenmor Karaez, leurenniet brav, sonerezh dispar, (ha mouezh Loeiza Beauvir o kanañ gant skipailh sonerien Fred Boudineau, ... un dudi !)

Istor ur c'hamp repuidi, gant mizer ar bed ha tud didruez, digalonekaet, fallgalonet ? N'eo ket, sur, pennadoù skrijus a zo, met tenerigezh ha fent a vez kavet ivez en ur pezh c'hoari dic'hortoz hag interessant.

Gant ma vo hentoù nevez digoret aliesoc'h evel-se evit ar c'hoariva e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?