Aita, stourmerien ar brezhoneg a gont o istor

Interview publié le 21/02/12 19:47 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24933/24933_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24933/24933_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24933/24933_3.jpg

ABP- Neuze, stourmerien evit ar brezhoneg oc'h, tiez gar, panelloù war an hent, tiez post ? Pet gwech ho peus graet abadennoù mod-se aboae eo bet krouet aita ?

Aita- Ne vez ket kontet ken ! War dachenn Ar Post 'meump graet ouzhpenn 20 abadenn dibaoe omp kroget ganti, er bloavezh 2007.

Klask a reomp sevel un oberenn bop miz da nebeutañ. Gwir eo omp bet gwelet war tachennoù disheñvel, met choazet meump derc'hel gant ur stourm bras nemetken : hini an tier-post. Derc'hel a ra Ar Post da reneveziñ ajañsoù hag aeset a vefe dezhi lakaat panelloù en div yezh d'ar c'houlz-se. Met goude 4 bloaz e welomp n'houllont ket ober an disterañ striv, se 'zo kaoz 'meump dibabet mont pelloc'h ganti, ha ne ra nemet kregiñ !

A-hend all e talc'ho strolladoù lec'hel Ai'ta ! (Leon, Treger, Gwened'vit ar re vrasañ) da blediñ ouzh stourmoù lec'hel. E bro Dreger daskouer e sellomp pizh deus labour ar C'Huzul Departamant hag a zo osevel un ti-servijoù e Lannuon. Lizheroù 'meump kaset dezhe ha ma welomp ne vo tamm brezhoneg ennañ e vefomp buan war o chouk.

ABP - Peseurt disoc'hoù positivel a lak ac'hanoc'h da vezañ loc'h ennoc'h ?

Aita - Panelloù brezhonek 'meump gounezet gant hon oberennoù (evel panelloù touristel Kumuniezh Kumunioù Gwened) pe gant hor pegsunioù a vez gwelet muioc'h-mui e pep lec'h.

Reiñ ur skeudenn yaouankoc'h, kreñvoc'h ha nerzhusoc'h deus ar vrezhonegerien a zo a-bouez bras evit derc'hel da vont war-raok. Brav 'vefe klask goût peseurt efed en deusar pezh graet ganimp war speredoù an dud.

ABP - Peseurt re a zo dipitus ?

Aita -N'omp ket daet a-benn da gaout brezhoneg en tier-post c'hoazh, met dont a ray ! An dra dipitusañ eo ne vez ket gwelet kalz a dud nevez o tont da gemer perzh er strolladoù Ai'ta ! Matreze 'neuint aon, matreze'neuint diegi ?? Domaj eo kar ma vefemp niverusoc'h e c'hallfemp bezañ kalz efedusoc'h.

ABP- Penaos e c'hell an dud skoazell Aita ?

Aita- Kement hini, brezhoneger pe pas, a fell dezhañ sikour ac'hanomp da gas hor yezh war-raok a vo degemeret mat ! Ar gwellañ tra d'ober eo kas ur postel dimp (ai.ta.breizh@gmail.com) ha dont da welet peseurt mod e

tremen an traoù 'pad un emvod pe un oberenn. Ouzhpenn da se eo un digarez a-feson evit evañ ur banne 'sames ha kejañ deus brezhonegerien all !

A-hend all 'zo voaien da urzhiañ pegsunioù diganimp evit kas an traoù war-raok pep hini 'barzh e gorn-bro : pegañ pesunioù «E brezhoneg !» a seblant bezañ dister, met aeset eo ha ma vez graet gant an holl dud kar-o-yezh e c'hall cheñch kalzig a draoù...


Vos commentaires :
BD
Dimanche 22 décembre 2024
Adkavet hon eus hor giton ! ;)

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?