Ar Skrivadeg e Naoned

Dépêche publié le 20/02/12 16:21 dans langues bretonnes par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz
t:3
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24916/24916_3.jpg

Kantadoù a dud a gemer perzh enni, bugale ha tud deuet. Dont a reont eus Breizh a-bezh a-benn daeañ reolennoù ar reizhskrivadur hag adskrivañ un destenn difazi. Ar bloaz-mañ c'hoazh e vo kalz a dud o kemer perzh er Skrivadeg.

Bep bloaz e vez aozet ar Skrivadeg war ar memes devezh e lec'hioù disheñvel e Breizh - hag e Pariz zoken. Atav e vez lidet an darvoud-mañ en un argelc'h plijus ha lirzhin, gant dudioù, arvestoù pe sonedagoù kinniget e-pad an troc'h-difaziañ. Ar Skrivadeg a zo ivez un doare d'en em gavout tro-dro ar brezhoneg.

Warlene c'hoazh e oa Naoned ar gêr gant ar muiañ a berzhidi, gant 140 den eus liveoù ha rummadoù mesklet evit an dro gentañ. Evit ar wezh kentañ e oa aozet ar gourfenn e Naoned ivez, gant 86 perzhiad eus Breizh a-bezh.

Ar bloaz-mañ e vo ar Skrivadeg d'an 10 a viz Meurzh e sal "Festive Nantes Erdre", e memes koulz hag e kêrioù all°. Degemeret e vo ar berzhidi adalek 1e goude merenn. Da 2e e krogo lennadenn an destenn e brezhoneg. E fin al lennadenn e vo kinniget ur pezh c'hoariva gant ar strollad Electrake – strollad bugale renet gant Katell Leon - hag ur sonadeg gant Krismenn. An dud a adskrivo an destenn gant an nebeutañ a fazioù a yelo d'ar gourfenn d'ar 26 a viz Mae e Karaez.

Digoust ha digor d'an holl eo ar Skrivadeg. Gant Kentelioù an Noz ha Deskiñ d'an Aodourien eo kenaozet ar Skrivadeg e Naoned. An enskrivadurioù evit Naoned a vo kemeret gant Kentelioù an Noz.

° Lannuon, Brasparzh, Brest, Karaez, Montroulez, an Hospital, Pont-'n-Abad, Redon, Roazhon, Naoned, an Oriant ha Pariz


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.