Raktres Diwan e Pleskob : emvod foran

Communiqué de presse publié le 17/02/12 16:46 dans langues bretonnes par Dominique Jacq pour Dominique Jacq
https://abp.bzh/thumbs/24/24885/24885_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :

D'ar Meurzh 28 a viz C'hwevrer 2012

Adalek 6 eur 30 noz

Sal “Arvor”

(e-barzh an ti-post kozh, war hent Ploveren)

56890-PLESKOB

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Pleskop evit klokaat kinnig Diwan er Mor-bihan. 7 skol hag ur skolaj (e Gwened) a zo en departamant betek-hen.

An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek o sevel ur c'huzul skoazell. Pal ar gevredigezh-mañ a vo kas ar raktres skol war-raok o vrudañ anezhañ gant sikour hag alioù tud servijoù Diwan.

Titouroù a-zivout an emvod :

Kuzul Skoazell Diwan Pleskob

Jean-François Le Gouarin : 06 64 37 30 57 / jfplg@hotmail.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 5 ?