il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2488.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

EMGANN BP 70215 22202 Gwengamp cedex www.emgann.org

kemennadenn, trugarez da lakaat da embann

Kemper, d'an 9 a viz Gwengolo 2005 Skol divyezhek Pont-an-Abad : trawalc'h a zismegañs !

Mantret eo izili EMGANN e Kerne o klevet e vo serret ar c'hlas divyezhek publik eus Pont-an-Abad... ur sizhunvezh goude ma oa bet digoret ! 13 bugel brezhoneger a zo re nebeut evit derc'hel gant ur c'hlas war a seblant, koulskoude eo bet roet aotre da zigeriñ ar c'hlas dre ziv wezh (miz C'hevrer ha miz Eost). Marteze eo 13 bugel re evit enebourien hor yezh ? Abeget e vo deomp ne vije ket bet eus ar c'hlas ma vije unan unyezhek gallek. Perak neuze eo bet laosket da vont ? Deus peseurt dispign arc'hant a zo kaoz bremañ, p'eo bet dispignet 58000 euro evit e staliañ ? Pa z'eo bet anvet ur skolaer hag ur skoazellerez (war hent an dilabour ?)? Fae a vez graet ouzhomp, dimegañs, droug ha goap, tra ken ! Oc'h ober kement-se e torrer ouzh c'hoant an dud da reiñ un deskadurezh vrezhonek d'o c'hrouadurioù. Terriñ a reer ivez ar soñj da sevel klasoù er c'hentañ derez tost an eil d'egile war an hevelep pastell-vro a-benn gellet digeriñ an hentenn war-lerc'h en eil derez (pe an holl da Gemper neuze ?).

Gervel a reomp tud ha dilennidi ar vro da sevel uhel o mouezh, ha reiñ o dilez mard eo ret, pa ouezer e oa savet a-du kuzul-kêr Pont- an-Abad gant ar c'hlas da zigeriñ. Pa ne ra Stad-C'hall hag he mevelien e Breizh nemet labourat en hon enep, lakaomp hor bro war he sav, lakaomp Karta Europa da dalvezout daoust d'ar C'huzul-Vonreizh (kalz e c'hell ar c'huzulioù-kêr ober e- ser al lezenn, gant ne gollfent ket amzer da c'houlenn an aotre !), lakaomp e pleustr en hor c'hevredigezh ar pezh a nac'h ar Frañsizien ouzhomp. Brezhoneg, yezh ofisiel Pobl Vreizh !

Komite EMGANN Kerne kerne_leon@hotmail.com


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.