Douarnenez: un eil stummadur evit kelenn d'an dud deuet

Communiqué de presse publié le 13/02/12 14:52 dans langues bretonnes par Sedrig Laur pour Sedrig Laur
https://abp.bzh/thumbs/24/24839/24839_1.jpg

E Douarnenez e vo digoret un eil stummadur «Kelenn d'an dud deuet». Evel hini Karaez e vo dalc'het etre ar 15 a viz Mae hag an 03 a viz Gouere 2012. Seizh sizhunvezh stummadur o teskiñ (301 eurvezh) ha div sizhunvezh pleustrek a yelo d'ober anezhañ. Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelenn d'an dud deuet, hentennoù an «Deskiñ Fonnus» («Accelerated Learning») hag an hentennoù muiañ-implijet en o zouez. Gant ar C'huzul-Rannvro e c'hell bezañ kemeret e karg koust ar stummadur evit an dud dilabour, gant fontoù-stummañ evit ar c'hopridi. Kement ha gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant Roudour ( roudour2@wanadoo.fr - 02 98 99 75 81).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?