Lleuwen, etre Kembre ha Breizh
Interview publié le 3/02/12 13:55 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
«ABP- Ha neuze, Lleuwen, laouen gant priz ar bladenn wellañ ?»
Laouen tre on da zegemer ar priz evit «Tan.» Kement a nerzh hag awen hag amzer em eus roet evit krouiñ anezhi. Graet em eus ma seizh gwellañ ha plij a ra din ar bladenn-mañ muioc'h eget ar pladennou 'meus graet a-raok.
Diaes-tre din krediñ on bet priziet e Breizh koulskoude. Ijinit bezañ em flas. . . tri bloaz zo ne ouien ket Breizh pe ar brezhoneg hag an amzer zo tremenet ken buan abaoe. Ne meus ket raktreset chom amañ. Ne meus ket bet amzer da brederiañ zoken. Met dont a ra tonioù em fenn ha mennozhioù d'ar gitar. Skrivañ a ran tammigoù nevez bepred, e kembraeg peuriesañ met e brezhoneg ivez. Klask a ran. Goud a ran brezhoneg gwelloc'h bremañ eget ar pezh a ouien pa em boa savet kanaouennoù «Tan.» E-kreiz ma stummadur c'hwec'h miz e Roudour e oan ar mare-se ha savet meus ar c'hanaouennoù-se evit deskiñ traoù, evit c'hoari gant gerioù. Klask a rin mont peloc'h war an hent ar yezh ha prometiñ a ran deoc'h e savin kanaouennoù nevez e brezhoneg (gant poezioù gwelloc'h!) ar wech o tont.
Mil bennozh da Vincent Guerin da seniñ ganin evit ar bladenn hag evit e vennozhioù di-voutin, leun a ijin. Chañs bras em eus da labourat gantañ. Barrek, barrek-tre eo ha deskiñ a ran kalz a draoù digantañ.
«ABP- Petra a blij dit e bedig bed ar brezhoneg ?»
Ur bedig? Ne gavan ket. Ur bed bras, nevez eo evidon . . . gant kement a draoù da zizoloeiñ ha kement a blas evit krouiñ traoù nevez.
An dud a zo heñvel met diseñvel eget tud ma bro.
Ur yezh a zo heñvel met diseñvel eget ma yezh-vamm. E-giz ar ying hag ar yang. Deskiñ a ran traoù diwar benn spered Bro Gembre dre vezañ amañ ha plij a ra din kalz mont en dro da'm bro gant soñjoù ha selloù nevez.
«ABP- Dougerez out. Peseurt dazont 'pije c'hoant da dresañ evit ar c'hrouadur a vo a-benn nebeut war an douar ?»
Sevel a rin ma bugel e kembraeg ha brezhoneg. Deskiñ a raio galleg dre vevañ amañ ha saozneg dre dremen amzer e Kembre pep hañv. Gwelet vo met spi meus e vo tu ober mod-se.
■
Vos commentaires :
L. Berrou
Dimanche 22 décembre 2024
«Laouen tre on »da
« zegemer ar priz», An dud a zo heñvel met diseñvel eget tud ma bro.
«.....
Un doare Jane Birkin 'giz Keltia» an hini eo ? Graet a ratozh-kaer eo ar fazioù-yezh ? Ne vefe ket gwelloc'h priziañ arzourien a oar ar yezh da vat ? N'eo ket se a vank, koulskoude !
Muioc'h-mui e tro «Prizioù» F3 da «bardon ar bidouzien», m'eus aon.
Kristell Tréguer-barbay
Dimanche 22 décembre 2024
Dipitet on bet o lenn ho skrid ! trist eo evit an dud o deus c'hoant deskiñ brezhoneg hag ar re a ra strivoù bemdez evit mont war-raok gant ar yezh. Ar pezh a gont e vez eskemmoù e brezhoneg etre an dud forzh peseurt o live ! emichañs ne m'eus ket graet meur a fazi (kemmadur, yezhadur, h.a.) evidoc'h ! D'ho kelaouiñ moa desket brezhoneg tri vloaz tremenet ha goût a ran e chom labour c'hoazh. Tamm ha tamm e teu... Arabat d'an dud brezhonegerien a-feson dismegañsiñ ar re a glask da zeskiñ. Digarezit ac'hanon, n'on ket boas respont d'ar c'hemennadennoù en ABP met ken fuloret ha chalet e oan...
L. Berrou
Dimanche 22 décembre 2024
N'eus ket anv ganin a zismegañsiñ, tamm ebet. Fazioù a ran-me ivez, bemdez Doue, koulz e galleg hag e brezhoneg, ha ne ran ket fae war an deskidi, arabat deoc'h en en dromplañ !
Met pa vez anv da lakaat ar yezh war-wel da geñver degouezioù ofisiel eo gwelloc'h ganin e vefe direbech ar c'hrouidegezhioù ha brezhoneg ar re a lakaer war ar sichenn, setu tout.
Evidon eo un dever ober gant ur brezhoneg propr a-walc'h, memes tra, ha pa n'eus ket ur prezegenner ampart ac'hanon, pell alese, e klaskan distripañ ma yezh ar reishañ ar gwellañ.
Gwir eo on bet feuket gant ar fazioù-yezh am eus lennet, e-giz ma vefen bet ken feuket all o lenn ur pennad-kaoz gallek eus ar memes seurt.«Refleks» un den kar-e-yezh ne oa ken, digarezit ac'hanon ivez.
Da'm meno, n'eo ket abalamour da stad ar brezhoneg e ranker «pladañ» e-giz-se e pep keñver.
G.s : Dont a ra brav hor yezh ganeoc'h, gourc'hemennoù !
Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Comme demandé par Kristell, voici des rectifications sur son parler :
#«an dud o deus c'hoant deskiñ brezhoneg» -> «an dud o deus c'hoant DA zeskiñ brezhoneg»
#«forzh peseurt o live !» -> «forzh peseurt live int !»
#«D'ho kelaouiñ moa desket brezhoneg tri vloaz tremenet» -> «Deoc'h da c'houzout em boa desket brezhoneg tri bloaz 'zo»
Ha kement 'zo.
Stefan
Dimanche 22 décembre 2024
Ur vouezh plijus, ken ez eo. Hoalus ar pouez-mouezh kembraek. Mennet eo d'ober gant ar brezhoneg ha da zeskiñ bemdez. N'eo ket disi he yezh ha priziet eo bet? Ac'hanta! N'eo ket pec'hed.
Jane Birkin keltiek? Ha neuze? N'eo ket plijet ar paotr Berrou? Ne vern din. Selaou, adselaou ha selaou a rin c'hoazh kanaouennoù Lleuwen. Ha pa ve chifet brezhonegerien a-ouenn-vat.
Y
Dimanche 22 décembre 2024
Gwir eo e chom pouezus ar yezhadur (èl-just), met d'am soñj, an dra pouezusañ amañ a zo, èl he deus lâret Kristell, an eskemmoù e brezhoneg. Laouen bras on, evit Lleuwen hag evit ar yezh en ur lenn an atersadenn-se.
Sikour da lakaat an traoù da vont àr-raok a zo gwelloc'h eget burutelliñ.
Paul Emily
Dimanche 22 décembre 2024
Ma ! Fout' penaos 'deus-hi lakaet brezhonegerien da vrezhonegañ un tammig. N'eo ket fall kement-se dija, 'benn ar fin, memes ma n'on ket tik g'ar pezh 'm eus klevet ganti.
Erwann
Dimanche 22 décembre 2024
Me n'on ket sod gant ar pezh am eus klevet gant ar ganerez kennebeut. Mais bon, les prizioù, c'est un peu toujours les mêmes têtes au niveau présentation, les choix des nominés sont souvent assez contestables... Bref, le genre d'abadennoù que je préfère éviter de regarder. «Bedig-bed ar brezhoneg kefrediel», c'hwezh al louet un tamm gantañ. Bof.
Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
Opala Erwann! Gwelloc'h e vefe kenderc'hel e brezhoneg. Kalz plijusoc'h ha talvoudusoc'h ez eo evit an holl amañ...
Ha mersi bras da bPierre Le Lostec a zo brav e vrezhoneg.
Stefan Bian
Dimanche 22 décembre 2024
Me fellfe din repont d'an aotrou striz-e-doull a welan o pizmigañ hag o tismegañsiñ par ma c'hell (ha kaer 'no lâret, ar pezh a ra an hini eo), ar pezh a gont o vezañ ma ve nerzh, startijenn, yaouankiz ('blam' da se vefec'h lakaet diaes, marteze) ha pennoù nevez a ra vad gwelet ivez, ha gwell aze ma vezont o tont eus broioù all (ha c'hoazh ne gav ket din e ve Kembre ur vro estren ...) : marteze e vo broudet tud zo a Vreizh pe a lec'h all da vont de'i, hag a-raok bezañ troet da «yezhadurourien» : estreget framm ar frazenn zo en hon yezh, barzhoniezh a c'hell bezañ ivez. Ha gant LLeuwen zo, evel ma oarit ma peus selaouet hec'h albom etre div boelladenn war ar c'hemmadurioù dre galetaat er c'hrenn-amzer-izel ...
Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Din-me ez eo ar yezhadur ur varzhoniezh ivez. Tud ar Parnasse koulz ha re an OULIPO a ouie mat an dra-se rak ar re-se a c'hoarie gant ar yezhadur ken na raent...
Me n'on ket a-du gant an dud a lavar ne servij da netra ar yezhadur pe ar fonologiezh. Ned eo ket gwir, tamm ebet ! Framm kuzh ur yezh eo ar yezhadur ha dilhad ar yezh eo ar fonologiezh. Ha seul vrasoc'h ar mestroniañ hor bo warno, seul vrasoc'h e vo hor galloud gant hor yezh...Hor yezh vroadel, yezh hor gouenn...Ha meot-barzhed tadoù-yezhadurion a vo graet ac'hanomp, me a lavar deoc'h !
Petra eo ar barzhed ma n'int ket ar vistri nemeto war ar yezh ?
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
Me n'on ket sod gant ar pezh am eus klevet gant ar ganerez kennebeut. Mais bon, les prizioù, c'est un peu toujours les mêmes têtes au niveau présentation, les choix des nominés sont souvent assez contestables... Bref, le genre d'abadennoù que je préfère éviter de regarder. «Bedig-bed ar brezhoneg kefrediel», c'hwezh al louet un tamm gantañ. Bof.
E brezhoneg e ranker ober war ar bajenn-mañ din da c'houzout. Mantrus eo gwelet genaoueien o tufañ war ur ganerez he deus graet ur mell striv da zeskiñ ur brezhoneg kaer. N'eus den disi, goût 'ouifemp a-walc'h ma vefe ! Kement a vez graet e brezhoneg a vez barnet kerkent, re aes eo barn un arzourez a zo bet o kiañ mizioù-pad da zeskiñ hor yezh, da grouiñ traoù nevez en hor yezh, ha da lipat ur priz n'eo ket bet gouest an hanter ac'hanoc'h da gaout ! Trawalc'h, ha doujañs ouzh an dud un disterañ marplij ganeoc'h.
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
Ha plijout a ra ar sonerezh, ar stil, ar binviji, ar vouezh ha me oar a zo un dra, met tufañ war hec'h intrudu a zo mezhus din-me. Da bep hini e soñj, anat eo, met ne gavan ket gwall vrav embann loustoni d'ar seizh avel.
Fulup
Dimanche 22 décembre 2024
N'on ket evit krediñ ar pezh a lennan amañ digant tud zo. Penaos 'ta e c'haller kavout abeg e yezh un den tramor en deus graet ar striv d'ober ar pezh na ra ket ar pep brasañ eus ar Vretoned : deskiñ hor yezh. Ha da unan en deus kavet an tu da grouiñ e brezhoneg en ur stil n'omp ket boas da glevet dre amañ. Din-me e ra vat kanaouennoù Lleuwen, kaer int da glevet, ha, feiz, ma komzfen-me kembraeg ken brav ha ma komz hi brezhoneg e kavfen gras sur ha n'eo ket marteze. Evit ar pep brasañ eo sklaer hiziv e chomo ar brezhoneg en e sav a-drugarez d'an dud o do bet desket anezhañ. Harpañ an deskerien ha reiñ gourc'hemennoù dezho bemdez evit ar boan a lakaont da zeskiñ brezhoneg eo zo d'ober. N'eo ket o tigalonekaat an dud e kaser anezho war-raok, alato, dreist-holl p'en em dennont ken brav. Gant ma kendalc'ho Lleuwen da grouiñ en hor yezh.
Pêr Leon
Dimanche 22 décembre 2024
Peogwir oc'h bet gouest, Aotrou Berrou, da ziskoachañ ur fazi, an hini all o vezañ ur fazi bizskrivañ, anat (heñvel / diseñvel), en un destenn ken hir e roan un tammig poelladenn deoc'h:
En destenn gentañ bet skrivet ganeoc'h, teir linenn anezhi, ez eus 3 fazi, en eil pennad em eus gwelet 8.
D'ho sikour : er pennad kentañ, 1 fazi reizhskrivadur, 1 fazi yezhadur hag unan all war ster ur verb.
En eil : 5 fazi reizhskrivadur (unan anezho o tiskouez ur fazi distagadur a-dra-sur), ur fazi yezhadur ha 2 gallekadur.
Hag evit al Losteg (sapre brabañser anezhañ diouzh dibab e anv kuzh), brav eo klask reizhañ ar re all met gwelloc'h e vefe hen ober mat ivez : ho«forzh peseurt live int» n'eo ket gwall vrav, gwelloc'h e vefe «forzh peseurt live ma vefent», a gav din.
Gwelloc'h bezañ war evezh pa glasker kenteliañ ar re all, e-mod-all e vezer tapet glapez buan paotred!
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
A-du ganeoc'h Fulup ha Pêr. Gwarizi a vag an Aotrou Berrou marteze, hag evit a sell ouzh al lostek ez on-me lostet a-walc'h evit embann ma soñj dindan ma anv, ket ul lesanv. Petra 'fell deomp ober ? Tufañ ouzh kement hini a strivo da zeskiñ hor yezh? Sparlañ ar brezhoneg en ur mirdi, ha derc'hel ken 'met un eñvorenn eus ar yezh ? Me ma-unan 'm eus ket graet an disterañ striv da vont war ar c'hembraeg(dont a raio un deiz marteze). Ha spi 'm eus ne vo den o vagañ kasoni (n'emeur ket pell) d'an neb a glasko krouiñ e kembraeg war zigarez eo Breizhad. Penaos e c'heller soñjal saveteiñ ur yezh gant seurt komzoù ? Peseurt skeudenn eus ar Vretoned a fell deomp reiñ d'ar pobloù all ?
Paul Emily
Dimanche 22 décembre 2024
@ Pêr Leon. Ken lu eo ho toare hag hini Berrou, a-benn ar fin. C'hwi ivez zo gwall levezonet ho prezhoneg gant ar galleg, me soñj (an hini all o vezañ ur fazi bizskrivañ/ l'autre étant...)! Ha n'eo ken 'met ur skouerig e-touez reoù all en ho kemmenad !
Embannet 'n eus Berrou ar pezh a oa war e galon, setu holl, rak gwir eo e oa fazioù-yezh SPONTUS en atersadenn, ne c'hallfe den en dislavarout.
Me n'em befe ket graet e-giz Berrou met n'en deus ket tor penn-da-benn tout memes tra (si vous souffrez ce misérable gallicisme).
Met a-raok pep tra e vefe poent klozañ an tabut-se, a gav din, rak ouzhpenn bezañ difrouezh-lipr n'eo ket gwall enorapl e-keñver ar plac'h yaouank nag evit ar vrezhonegerien. War ar poent-se on ali gant ar braz eus an dud. Gant ar vezh !
Lleuwen Steffan
Dimanche 22 décembre 2024
Lennet em meus pizh ho respontoù ha, dre forzh bezañ kanerez abaoe ma oan 18 vloaz, on boas gant kritikoù a-bep seurt. N'on ket chalet gant-se. Perak neuze on bet trist o lenn ar c'hritikoù ar wech-mañ?
Peogwir em eus lennet traoù amañ a ya pelloc'h eget barn ma c'hanaouennoù nemetken. Ho respontoù a zo un arouez, o tiskouez, ur wech c'hoazh, e peseurt stad emañ ar brezhoneg. Ho respontoù o deus lakaet ac'hanon da brederiañ, da soñjal em bugel, an hini bihan a zo em c'hreiz ha n'eo ket erruet er bed-mañ c'hoazh. An hini a vo desavet e brezhoneg.
Pardoniñ ma-unan evit ar fazioù a ran a rankan ober. 'E-mod-all ne vefe ket posubl din mont war-raok. Ne c'hell den deskiñ ur yezh erruet d'an oad a 30 vloaz ha bezañ barrek diouzhtu. Daou vloaz zo em boa kroget gant ar brezhoneg. Ha c'hwi? Gouest oc'h da bardoniñ ac'hanon ivez? Ober a ran nebeutoc'h a fazioù hiziv eget ma raen tri miz zo. Hag en dazont e rin nebeutoc'h ha ma ran hiziv. «Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann.»
Ar brezhoneg a zo en arvar. N'hon eus ket ezhomm eus roll «Yezhoù En Arvar» an UNESCO da gompren; an holl amañ a oar se. Karout a reomp ar yezh. Sañset omp da vezañ war ar memes tu. Perak neuze e klaskit digalonekaat ar re a zo o teskiñ brezhoneg, o vevañ ennañ hag o klask krouiñ gantañ? Petra ' vez gounezet dre ober seurt traoù? Emzistruj bras ha netra ken. Ar vezh zo bet lakaet war ar vrezhonegerien abaoe re bell . . ha c'hoant ho peus da genderc'hel gant ar boaz-se dre lakaat ar vezh war ho breudeur ha c'hoarezed? Ne vefe ket gwelloc'h klask echuiñ gant an dra-se? Soñjit un tammig pelloc'h. . .
E niveradeg 2001 e Bro Gembre e oa bet 5 500 den du o tiskleriañ e ouient kembraeg hag e raent gantañ bemdez. Souezhusoc'h c'hoazh : kresket eo niver ar gembraegerien a zo a-orin Sinat hag Aziat dre vras. Kembraeg ar re-mañ a zo disheñvel ouzh hini ar re a oar anezhañ a-vihanik (evel-just) met kembraeg eo memestra. Bevañ a reont er yezh. O c'hembraeg a zo ken bev ha ken talvoudus ha ma hini. Deomp-ni ne dalv ket ar boan da lârout traoù negativel diwar-benn o fouezmouezh nag ar «fazioù yezh SPONTUS» a reont. N'eo nemet dre zigeriñ an dorioù d'ar re a zesk ar yezh e c'hell ar c'hembraeg chom bev.
Trugarez deoc'h evit ho respontoù. Ober a ra vat da brederiañ un tammig. Un dra zo sur . . . ober a rin ma seizh gwellañ da reiñ fiziañs d'ar brezhoneger bihan a vo amañ a-benn nebeut. Gant ar spi e vo digor e spered. Ha mezh ebet gantañ. Pell, pell, pell eus ar mennozhioù strizh a lak e yezh en arvar.
Lleuwen Steffan (pe Jane B! C'ha! C'ha!)
Ffran May
Dimanche 22 décembre 2024
Gant ar vezh, an holl ac'hanoc'h hag a gred pismigañ live brezhoneg Lleuwen. Gwariziñ an hini eo? Arabat disoñjal memes tra, Lleuwen a zo ur ganerez, met ur vaouezh yaouank ouzhpenn. Gant peseurt spered «c'hoant distrujañ» ha «c'hoant pismigañ» e vez skrivet ganeoc'h? He sonerezh n'emañ ket ar pezh a blij deoc'h marteze, dalc'hit memes tra doujañs eviti. Gwelet e vez seurt evezhiadennoù war lec'hiennoù kelaouennoù evel «The Sun» e Breizh Veur; prest da dagañ hag ober poan bep taol. Me 'soñje din e oa gwelloc'h spred ar vrezhonegerien.
Digarez ma ran ur fazi e brezhoneg, n'eo ket va yezh vamm kennebeut. ur «Jane Birkin» all eus Bro Gembre, bet gouestlet ouzhpenn 20 vloaz eus he buhez evit ar brezhoneg. Bevet ar brezhoneg, bevet ar sonerezh, bevet bro Breizh e lec'h ma'z eus plas evit burutellat hep tagañ hag ober poan d'ar re all.
Granville Emile
Dimanche 22 décembre 2024
C'hoant am eus da lavarout da Lleuwen Steffan ar blijadur am bez o selaou he c'hanaouennoù. Dispar eo he fladenn. Ar ganaouenn «Ar goulou bev» a blij din kalz. Lakaet em eus anezhi da vezañ selaouet e klas ma studierien a oa o vont da Vro-Gembre. Lavaret em eus dezho: «Setu ar pezh eo bremañ al liammoù bev a vez etre Breizh ha Kembre». Kalonek eo Lleuwen. Diskouez a ra an hent. Digeriñ a ra ar prenestroù. Breizh a vremañ eo Lleuwen. Plijusoc'h eo bevañ e Breizh abaoe m' he deus digaset ganti un dra ouzhpenn, ul liv nevez d'ar sevenadur breizhek, seder ha startijenn ganti. Trugarez Lleuwen ha gant ma vo ho pabig brezhoneger laouen !
Aneirin Karadog
Dimanche 22 décembre 2024
Me garfe lavar pegenn dipitus eo lenn ar pez a zo bet skrivet en eur respont da Lleuwen amañ. Me oa e gouel An oriant e 2008 pa oa bloavez Bro Gembre, ha pegenn brav oa gwelet Lleuwen o komañs da garout, Breiz, ar Brezhoneg hag an dud e Breiz. Lavar a re din em boa c’hoant vont da vevañ e Breiz, ha da gregiñ ne ouien ket ma vefe gwir ar pez a lavare. Memes tra – neket aez deskiñ ur yezh hall na dibab da vont da veva en un bro all!
Met desket neus Lleuwen ar Brezhoneg, ha desket ken mat ivez. Skrivañ a ra gwelloc’h e ged on. Me zo hanter breton hag hanter kemread – va mamm zo deus bro bragan met bevet meus va holl buez e bro gembre. Va skritur e brezhoneg neket gwell vat. N’ouzan ket bep ger a lefen gouzout evit gllout implijañ va yezh bemdez – awezhou, red eo din da glask ur ger galleg pe kemraeg en e lec’h. Ben dau sizunvezh, me mo va babig kentañ, ha bevañ a ran e bro gembre, met c’hoant meus kozeal brezhoneg gant ar babig. Dre twitter, ar gwiad, ha komz keme ma c’hellan gant va mamm, e meus adkroget gant va brezhoneg, evel ma c’hellfen komz gwelloc’h gant va mab pe va merc’h. Meus ket bet ar chañs da vont dar skol diwan da zezkiñ skrivañ na kozeal brezhoneg – met va yezh eo, hag or yezh deoc’h c’hwi eo, ha bremañ, yezh lleuwen hag eo ha yezh e mab pe e merc’h vihan vo ivez!
Daoust hag a zo kemen a dud e breiz o komz brezhoneg vel ma zeuz tu deomp da lavar, piv a lefe a piu na lefe ket deskiñna kozeal brezhoneg? Gez ma lavar Lleuwen, desket o deus e bro gembre ar C’hembraeg a c’hell nemet bevañ ma an dud a deu da chom e Bro Gemre a zesk ar yezh. Ma vez kendalc’het da gas ar brezonegerien kuit, ben ar fin be vo muoc’h a saosnek ha muo’ch a alamanek da glevet e Breiz eged Brezhoneg. Trist vefe.
Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Arabat digalonekaat ar re a zeraou gant ar yezh war un tu. Arabat lakaat fazioù-yezh spontus war wel, war an tu all. Dav e vez dimp kavout un doare da reizhañ ha difaziañ hep bezañ amerdant...Da skouer e lavar Lleuwen
«daou vloaz 'zo em boa kroget» evel ur bern deraouidi ha lavaret e vez
«daou vloaz 'zo e oan kroget» e gwirionez rak
«kregiñ» amañ zo ur verb gwan...
Ne rin ket an difazier evit ar vioù-koukoug all peogwir n'int ket ken grevus ha se...
D'ar furlukined lostet pe get, «Pierre Le Lostec» eo ma gwir anv gwir. ;)
Erwann Denez
Dimanche 22 décembre 2024
Gourc'hemennoù da Lleuwen ! Din-me, breton deuet da vezañ brezhoneger war-lerc'h hir a amzer eo mezhus kenañ lenn seurt barnadennoù... Mezh a c'hi war an hini en deus e skrivet ! Tuf !
Pegen pell eo seurt komzoù taer eus degemer gwirion tud Popl Vreizh... Trugarez dit Llewenn adarre...ha degerer mat er vro-mañ evidout ha da grouadur da zont...ha vo pederyezhiek war am eus krompenet... ur ger da @L.berrou...Emichañs ho peus desket brezhoneg d'ho pugale, ...hag emaomp o c'hortoz o oberennoù skrivet, kanet pe filmet e brezhoneg ...hag evel ma vez lâret du-mañ, 100 lavarer ne dalvont ket un oberer ! Trawalc'h a bismigañ nul !
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
A-du ganit Erwann !
paotr arrepublik
Dimanche 22 décembre 2024
mallestoù ! Ba bedig ar brezhoneg 'zo ur bochad tud fogn...
Petra faot deoc'h : Nolwenn Leroy o kano sonioù kanet mij gwech pe lleuwen o klask krouin sonioù nevez... Spazhan laoù a blij kalz da lod..
mich beyer
Dimanche 22 décembre 2024
Dreist eo da respont, Lleuwen ! Dalc'h da vont !
paotr arrepublik
Dimanche 22 décembre 2024
lleuwen, preg, safar, komz, ha mat pell 'zo...
ha bec'h deï !
ha pas selaou pennoù fogn o c'hoari tud an akademi!
Bertrand Deléon
Dimanche 22 décembre 2024
Gast ! Kredet em eus lenn evezhiadennoù tud zo, pa ouien a-raok kregiñ da lenn e vije kaoz eus seurt rebechoù a glever abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù gant tud bras ho kenoù ha bihan ar peurrest... N'ouzon ket perak on chomet da lenn ur wezh c'hoazh... ne ra ket diouer din ar re a oar brezhoneg-hag-a-oar-pep-tra-war-un-dro koulskoude. Marteze em boa klasket en dro-mañ bezañ asur e chom tud evel-se c'hoazh evit kaout ar blijadur da lavaret e galleg dezho «et ma grosse main dans votre gueule, c'est correct ça ?». Kalon vat da Lleuwen, gant na chomo ket hi nec'het gant ar re a sav rebechoù didalvout. N'int ket niverus met klevet e vezont re.
angelina bovine
Dimanche 22 décembre 2024
Hopala !! Plijadur zo amañ ha buhez a zo e bed ar brezhoneg da nebeutañ...
Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Gwall dechet eo ar re zo e bedig ar vrezhonegerien da reiñ kaol, treujenn hag all, da gement krouidigezh a ve en hon yezh. Ha koulskoude, ar burutellat a vez un dra vat. Da skouer, amañ, emichañs e vo aketusoc'h ar re a ra ur bochad fazioù en amzer da zont. N'o leuskimp ket war wel ! Normal e vez bout reizhet, er mod-se emañ. Ma n'hoc'h ket kontant, n'hoc'h eus ket 'met lakat ho piz war ho pouton evel ma lavar tud bro-Dardoup...
M'en dije ket skrivet L.Berrou pezh a soñjen ne vefe ket bet eus ar gaozeadenn-se hag e vefe chomet morgousket bedig ar vrezhonegerien kefridiel ur wezh c'hoazh...
Trugarez vras deoc'h, L.Berrou, ha n'ho pet ket aon rag an dud a gred ho kunujenniñ -pennoù ruz-tan anezho- ! Emichañs e kendalch'ot da atahinañ an emsavblishment !
A Galon !
Tiklem
Dimanche 22 décembre 2024
Biskoazh kement all ha pevar lagad d'ar marc'h dall. Na pegen mantrus eo lenn seurt komzoù. N'on ket evit krediñ hag e chom tud ken gouez, taer, ha sot gouest da varnañ live brezhoneg ar re all. Ha gwassoc'h c'hoazh un plac'h chichan a vro gembre tomm he c'halon ouzh hor yezh. Dalc'h mat ganti Lleuwen ha na selaou ket ouzh an hanter dousenad a dud e giz se.
Da gentañ penn ez eo an danvez kazetenner an hini eo a zo kablus. Ma vefe bet un den a vicher 'nefe difaziet an destenn.
Un dra bennak all digredus m'eus lennet ivez b'ar skridoù didalvez se, ez eo an orin. Tamallet vez d'un estranjourez komz e-giz un den eus an estrenn vro hag a zesk ur yezh .... HA NEUZE , c'hwi zo sot pe petra ?????
Pa vez klevet SHAKIRA o kanañ kanaouennoù e galleg ne vez den ebet o klemm kea ? Neuze aotrou Lostog kit da skrivañ ho fulor war lec'hiennoù all savet evit se lec'h oc'h kustumm skrivañ war a seblant. (en ur skrivañ oc'h anv war Google et vez kavet diouzhtu)
D'an nebeutañ p'eus lakaet ac'hanon da c'hoarzhin, daoust ma kavan dipitus gwelet brezhonegerien «direbech» ;-) ken jakobin hag ar jakobined pe muioc'h c'hoazh .
Ale chañs vat gant o lapined !!!!
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
A-du gant Tiklem ! Ha rebechet e vez he fouez-mouezh da Jane Birkin ? Ket ! Ha dre chañs ne vez ket ! Ha da reoù all c'hoazh : Eva Joly (mat, n'eo ket kanerez), Tina Arena, Dalida zoken ! Ha nouspet skouer all a c'hellfemp kavout. Perzh anezhe ez eo ! Trawalc'h a gonirioù deus ho perzh Lostec, kit da glask chikan el lec'hiennoù (pere ? 'maon o c'hoarzhin dija !) a zegemer seurt emzalc'h !
Maelan Joubin
Dimanche 22 décembre 2024
Trawalc'h a amzer am eus kaset o embann ma soñj war ar sujed 'gav din, poent eo lezel ar brederourien da brederiañ ! (mouarf mouarf)
fanny chauffin
Dimanche 22 décembre 2024
Tikem, laouen da welout kement a dud o skrivan hag o tabutal, hag a-du evit kaout un difazier, a youl-vat eveldon, e bedig bed ar vrezhonegerien e vank pluennoù ampart, hag adlennerien efedus, degemer mat dit neuze !!!