Barzhoniezh : arzourien a galite, barzhed a-vremañ

Dépêche publié le 6/01/12 20:55 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24497/24497_1.jpg

Dilun, e sal Ti Douar Redene, barzhed Breizh ha telenn

Goude bezañ bet dibabet an haiku gwellañ Taol Kurun 2012 war dem al laboused, e vo graet un abadenn barzhoniezh e brezhoneg penn da benn, mar plij !

Embannet e vo an disoc'hoù gant Alan Kervern, mestr an Haiku e Breizh, ha displeget gantañ arz an haiku ha perak eo ken priziet ar barzhonegoù-berr-se gant an interneterien e bed a-bezh. 380 barzhoneg degemeret gant ar festival, ur bern o tont eus Roumania, pemp korn ar bed, Kebeg, Brussel, e brezhoneg, galleg, galloeg, kembraeg ha saozneg...

Enoret e vo Anjela Duval gant Bastian Guillou o tisplegañ diskouezadeg ar gevredigezh «Chas Anjela Duval», lenn ha raio barzhonegoù ar varzhez. Da c'houde e vo Mai-Ewen, priz Imram 2012 ha Brigitte Kloareg o tibuniñ hag o kanañ barzhonegoù all. Sonet e vo telenn gant tonioù bro An Aven gant Anne Postic, un delennourez ganet er vro, nepell, e Mellag.

Da 8 e 30, digoust.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?