Rouedad Edubreizh, digor d’an holl hag evit netra !

Revue de site publié le 4/01/12 17:34 dans Media et Internet par JF Le Cloarec pour JF Le Cloarec
https://abp.bzh/thumbs/24/24467/24467_1.jpg

Mont a ra en-dro savenn deskiñ brezhoneg Edubreizh www.edubreizh.com abaoe kreiz miz Here bremañ. Frealzus eo al loc'hañ ganti avat ha keloù mat a deu a-berzh an deskidi nevez ! Gwell a-se !

Distro kentañ : ur respont azas eo Edubreizh evit an dud zo o chom pell eus ar vro : Bernez zo o teskiñ eus Bro-Vrezil ha, war ar foromoù, e c'hell eskemm gant Daniel a zo eñ o chom ba Pariz .

Eil tra, eo splann ez eo Edubreizh un doare da glokaat ar c'hentelioù noz. Meur a zeskard war Edubreizh a gemer harp war he diaz danvez. Myriam, da skouer, ul live mat ganti dija koulskoude, a blij dezhi ar modulennoù yezhadur a sikour anezhi da adwelet poentoù zo.

Ha da drede eo aes-kenañ d'ober ganti ! Sed, e c'hell Yann, 74 vloaz dezhañ memestra ,hec'h implij digudenn ha dont aliesik a-walc'h evit donaat ar pezh a oar ha mont war-raok diouzh e lusk.

Estreget ar c'hentelioù kentañ e kaver servijoù nevez evit netra war hor savenn :

Bemdez e c'heller deskiñ ur ger nevez, p'emañ embannet, skeudennaouet hag implijet en ur frazenn a c'heller lenn ha klevet ! Ar ”Ger an deiz”-se a c'heller e staliañ war forzh peseurt blog pe lec'hienn Web dre ur widget hag ur neudenn RSS.

Keleier o tennañ d'ar stajoù pe abadennoù kinniget gant hor c'hevelerien a gaver ordin ivez.

Gallout a reer ivez, ober un dro Vreizh skeudennaouet evit netra war lec'hienn france3breizh.fr. (voir le site)

Edubreizh a ro keloù deus buhez sevenadurel ar vro dre Facebook ha Twitter.

Ha da glozañ ganti, abaoe fin miz Kerzu 2011, eo digor ar strolladoù eskemm d'an holl evit netra : trawalc'h eo d'an nen digeriñ ur gont war Edubreizh www.edubreizh.com.

Ma fell deoc'h deskiñ en ur eskemm e ro Edubreizh deoc'h tro da flapiñ diwarbenn ar sport, ar beajoù, ar fardañ boued pe kement danvez a blij deoc'h. Emichañs e vo laouen an dud hag a oar un nebeud brezhoneg dija eus ar c'hinnig-se, dezho da vont war-raok ha da binvikikaat o yezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?