Skrabidoull : Erru eo bannoù-treset kentañ 2012

Dépêche publié le 2/01/12 11:20 dans Media et Internet par P. Béchard pour P. Béchard
https://abp.bzh/thumbs/24/24438/24438_1.jpg
Bac'h ar Vizer
https://abp.bzh/thumbs/24/24438/24438_2.jpg
Skrabidoull
https://abp.bzh/thumbs/24/24438/24438_3.jpg
Skrabidoull

Bloaz zo emañ digor e stal gant Skrabidoull. D'ar 1añ a viz Genver 2011 an hini e oa bet embannet ar pajennoù kentañ. Bep miz e vez embannet danvez e brezhoneg, pe e vefe bannoù-treset brezhonek kozh ha nevez, pe reoù troet diwar ar galleg.

Un nebeud sifroù evit 2011 : 20 strip, 7 hanter-pajennad, 15 pajennad, 5 krennlavar, 6 diell gozh, 3 istor berr, 8 istor hir pe hiroc'h, 1 heuliad, 1 albom, 1 diaporama … ha nouspet fazi !

Petra zo war 'r roll, Andy, er miz-mañ ?

- Ar c'hentañ Komiks Amerikan embannet ganeomp ; 26 pajennad zo en holl.

- N'eo ket echu istor ar Pemoc'h, an Houad, al Lapin hag ar c'hrouadur ; ar re-se vez adkavet bep miz abaoe 10 miz. N'eus ket fin ebet !

- Ur c'hrennlavar brezhonek displeget en ur bajennad.

- Ur bann farsus. Muioc'h feneant evit Billy Warzi-Ribin n'eus ket !

- Bannoù treset kozh gant Tudu (ha sikour Cabu 'm eus aon).

Un 30 den bennaket a resev keleier gant Skrabidoull bep miz, pe e vefe dre e-mail, pe a-drugarez da Twitter. Ne faot ket gortoz, lakait hoc'h anv ivez ! Roiñ kalon dimp a raio !

(voir le site)

postel : marselyogi@orange.fr

Twitter : @marselyogi


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?