Dilun goude lein : divyezhek an Tram

Reportage publié le 19/12/11 22:45 dans langues bretonnes par Frank Bodenes pour Frank Bodenes
https://abp.bzh/thumbs/24/24290/24290_1.jpg

Pa z'eus anv da zibunañ e straedoù Brest eo divyezhek an tram, brezhoneg ha galleg, par-ouzh-par an eil gant eben.

Lun anezhi, teir eur goude lein. Chom a ra pemp dervezhiad pe war dro amañ d'ar pellgent. Stag mat eo ar ribitailh lutuned orañjez ouzh «caddieoù» prestet gant madelezh ar Biocoop. Diskenn a reont Straed Jean-Jaurès en ur chapeledad a garrigelloù. Brezhoneg d'un tu, galleg d'egile. Hardi e ruilhont en ur zifoupa traktoù a-gleiz hag a-zehoù, an div yezh kof-ha-kein. Skrivet eo bet warno al lizher d'an Tad Nedeleg. Ur penn barvek all a zo deus hemañ diwezhañ, pa weler kalzig a vonedoù ruz ha poumpoun gwenn war an hent. Gant ai'taerien e penn an traoù e weler ur c'habiten dibar : ai'tadig Nedeleg e-unan, bet kempennet e vouteier du, e voned hag e vragoù ruz a-ratozh. Divorfilañ a ra d'an traoñ etrezek ar frankizenn, enni marc'had Nedeleg. Levenez a weler war ar pennoù yaouank. Pennoù mouzhet n'eus ket diouto dindan bannieloù orañjez.

Kuzulikañ

En em gavet dirak dorioù bras spontus ar Spas Jaurès e chom an dibunadeg a-sav. Amañ e vo dispaket al lizher e div yezh. N'eo ket aes pakañ ar son, nag an ton deus ar profoù a zo goulennet ar bloaz-mañ. Koulskoude e teu kalzig a foeterien stal a-dostik kaer d'al lennerez. Ne reont ket skouarn vouzar daoust d'ar grizill a gouezh hardi trowardro. Intron Anne-Marie Kervern, kuzulierez kêr anezhi a zo degouezhet fri ouzh fri gant ar strollad pa oa-hi o redek a-stal da stal. Fourrañ a ra ar folenn dindan he mantell en ur glevet ar brezegenn. Gra ma vo kuzuliket d'he c'henseurted en ti-kêr, aotroù Fañch Cuillandre da gentañ. Ne vanko ket d'ober anv eus karta “Ya d'ar brezhoneg“, bezit sur. Uhel eo an esperañs e-touesk an dibunerien. Nedeleg zo kaoz douetus.

Tram, kirri-boutin, post, SNCF, skinwel, panelloù

N'eus ket a voutog gant an Ai'tadig, nag a c'hoarielloù da brofañ d'ar vugale. Mousc'hoarzoù braz a weler dindan beb a fri, bras ha bihan, stourmer pe harper pe dremenad. Dirak stalioù braz Koad Ar Gevenn e c'hell Santa Klaus klevet e gentel dre lizher : Te a oar holl yezhoù ar bed... Kroget mat eo. Anat deoc'h eo boulc'het prim ha dillo da heul gant yezh ofisiel e-barzh hor bro... pelloc'h eo splannoc'h an traoù : posubl a (sic) vefe gwelout ha komz anezhi er straed, er stalioù, er servijoù publik. Evit klozañ an abadenn z'eus bet listennet ar profoù evit ar bloaz-mañ, berr-ha-berr : divyezhegezh en tram ha kirri-boutin, doujañs evit hor yezh er post, en SNCF (a-benn ar fin, a c'heller lenn war al lizher), ur gwir skinwel e brezhoneg, panellerezh nevez er skol veur hag er RU...

Unyezh pe ziv ?

Beteg henn n'eo ket bet dislivet tonioù ar brezhoneg war Menez Paul, Pontanézen pe “Mesmerrien. Pell emaer eus an diyezhegezh a vez goulennet asidu gant ar re orañjez, betek e pep karr, e peb sonenn ha skeudenn a vezo da bakañ a-hed al linenn eus porte de Plouzané betek Porte de Guipavas. Anez ar post, an hent-houarn, an télé, lec'h ma vezo brezhoneg ofisializet er vuhez foran diouzh hetoù Ai'ta. Pelloc'h n'eo ket touet e kredo pennoù braz kêr Vrest ha BMM (1) ober ar gwellañ degemer d'an Tad Nedeleg pa deuio da skeiñ e lizher 'toull an nor e ti an aotrou maer, pe ve er bloaz-mañ pe ve er bloavezhioù war lerc'h. Daoust hag-eñ eo mignon ar Santa Klaus gant Sant-Tomaz, an hini na gredas ken na welas ? Prestik eo an tram da vont war an hentchoù, d'an trizek a viz Gouere sañsetamant, unyezh pe divyezh.


(1) BMM : Brest Meurgêr ar Morioù, BMO e galleg flour


Vos commentaires :
Houcine NEDJAR
Vendredi 15 novembre 2024
Demad deoh.
Reth ew din lar pegen oun bet scoet pa'meus lennet da articl Frank scrivet dre ar «BZH» !! Penaos eun den desket evelout a hell scriva dre eun doaré chimik !
Pep hini a oar pegen ew drouc scrivadur ar «bzh». Me evel éthnoulougour ha théogour a gavan ar «bzh» eur gwir pouesoun en eus distaget an dud deus o théod ar brezonec ! Reth ew béa dibouell evit credi eun deiz bennac ar vretonned a hello scriva ha lenn yez «BZH».
Pegen keuz am eus da well ar vrezonegerien a laha o théod gant o taouarn o unan !

Frank ne wéllan ket petra a hortozés evit sevel eul léc'hienn e brezonec evel hini an « ABP» ?
Ne wellés ket ema ar bed o vont var raok pa ew ar vrezonegerien o vont e gill ?

Ar héleier a so eul liamm etre an dud hac ar bed a so var dro déo . Ne hell den ebet béva hep kéleier. Revé meur enclaskou graet e métou an dud a implij ar wiadenn a laront e chomont etre 2 pe 3 eur evit lenn ar héléier.

C'hoant am eus sevel eul léc'hienn e brezonec penn da benn evit boasa an dud a ra var dro ar brezonec da gaout fizians an o théod hac a hell ar brezonec ivé béa eun théod a reer ganta.


Torr Revr
Vendredi 15 novembre 2024

#«pegen oun bet scoet / pegen ew drouc» (troet ger ouzh ger diwar ar galleg : «combien j'ai été frappé / combien est mauvaise») -> «pegen skoet on bet / pegen drouk eo»

#«Penaos eun den desket evelout a hell scriva» (troet ger ouzh ger diwar ar galleg : «Comment quelqu'un de cultivé comme toi peut il écrire») -> «Penaos e c'hell un den desket eveldout skrivañ»

#«Reth ew béa dibouell evit credi eun deiz bennac ar vretonned a hello scriva ha lenn ...» (troet ger ouzh ger diwar ar galleg : «Il faut être insensé pour croire (qu')un jour les bretons pourront écrire et lire ...») -> «Ret eo bezañ diboell evit krediñ e c'hello ar Vrezhoned skrivañ ha lenn ... un deiz bennak»

#«Pegen keuz am eus da well ar vrezonegerien a laha o théod» -> «Pegen keuziet on o welout ar vrezhonegerion o lazhañ o yezh»

Ha fazioù all c'hoazh...

Gwell e ve dit deskiñ ar yezh kent soñjal sevel ul load kelaouiñ e brezhoneg, Houcine, ne gav ket dit ?


L. Berrou
Vendredi 15 novembre 2024
Ale dao ! Loc'het eo c'hoazh ! Daou vrezhoneger o chigardiñ an eil egile en abeg d'ar brezhoneg ! Peadra da lakaat an holl jokobined er bed da c'hoarzin diwar hor c'houst ur wech ouzhpenn, ha tout eo ! Un druez.

Torr Revr
Vendredi 15 novembre 2024

Ur jokobin o c'hoarzhin : Voir le site

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?