Tad-kozh an Nedeleg e Brest !

Dépêche publié le 15/12/11 19:11 dans langues bretonnes par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/24/24249/24249_1.jpg

Biskoazh kemend all !

A-benn dilun, 19 a viz Kerzu, e teuy Tad-Kozh an Nedeleg e Brest... gant an tram !!

Da 1 eur 30, war plasenn Strasbourg, e vo degemeret evel 'zo gleet gant lutuned Ai'ta ! a-raok diskenn tamm-ha-tamm ar straedoù Jaurès ha Siam, betek pont Rekourañs e-lec'h ma en em gavo tro 3 eur.

Pedet eo an holl dud, bras ha munud, da zont da zegas o lizher Nedeleg... hag a vo lennet dezhañ, a vouezh uhel, e brezhoneg evel-just !

An digarez da c'houlenn tout ar pezh a fell deoc'h kaout e 2012 'ta: kig-ha-farz bemdez er RU, un tram hollvrezhonek, gallout dañsal ur mazurka gant Laury Thilleman... Gwelloc'h goulenn re 'vit re nebeut, n'eo ket gwir ?

Bec'h d'an ijin ha d'ar pluennoù 'ta !

Titouroù : ai.ta.broleon@gmail.com


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.