Galv evit an demokratiezh e Breizh. Emvod e Roazhon d’ar 15 a viz Kerzu

Communiqué de presse publié le 11/12/11 17:39 dans La réunification par Jonathan Guillaume pour Jonathan Guillaume
https://abp.bzh/thumbs/24/24190/24190_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24190/24190_2.jpg


Da geñver dalc'h hollek diwezhañ ar C'huzul rannvro a vo dalc'het d'ar Yaou 15 a viz Kerzu e Roazhon e c'halvomp neuze d'en em vodañ ken niverus ha ma c'haller da c'houlenn ur breud bras er strollegezhioù hag ar gevredigezh sivil da lakaat e plas an diferadurioù kent gounit ur statud dibar ennañ ar gwir arnodiñ, barregezhioù lezenniñ hag a aotrenfe adunaniñ Breizh : en berr, UR PARLAMANT.


Emvod e-tal Sal an Emvodoù C'huzul rannvro Breizh (4 departamant) diwar 17 eur.


D'ar 1añ a viz Kerzu 2011 eo savet a-du an teir bodadenn a Elsaz gant kendeuzadur an daou zepartamant hag ar rannvro, da sevel ur strollegezh nemeti dezhi barregezhioù astennet (programmoù skol, treuzdougen, diorren sokio-armerzhel). Da heul e vo aozet ur raktres lezenn hag ur referendom ma ranko sevel d'an nebeutañ 25 % eus ar mouezhioù evit tu ar ya a-benn kadarnaat ar raktres.

Da heul taol-arnod Elzas eo neret disklêriadurioù birvilh enno digant dilennidi a Vreizh c'hoant ganto rannañ skouer Elzas ha mont davet ur strollegezh vreton nemeti. Dilennidi eus an tuioù dehoù ha kleiz a zo savet a-du buan gant un emdroadur eus statud Breizh davet ur « strollegezh nemeti » dezhi barregezhioù ouzhpenn, prezidant Kuzul-rannvro Breizh en diaraog. Strolladoù all a vez anezho er C'huzul-rannvro a lak war-raok keal an « emrenerezh » evel Unvaniezh Demokratel Breizh, pe c'hoazh keal ar « barlamantiegezh rannvro » evel Europa Ekologiezh-Ar Re c'hlas. Da heul taol-arnod Elzas eo neret disklêriadurioù birvilh enno digant dilennidi a Vreizh c'hoant ganto rannañ skouer Elzas ha mont davet ur strollegezh vreton nemeti. Dilennidi eus an tuioù dehoù ha kleiz a zo savet a-du buan gant un emdroadur eus statud Breizh davet ur « strollegezh nemeti » dezhi barregezhioù ouzhpenn, prezidant Kuzul-rannvro Breizh en diaraog. Strolladoù all a vez anezho er C'huzul-rannvro a lak war-raok keal an «emrenerezh» evel Unvaniezh Demokratel Breizh, pe c'hoazh keal ar « barlamantiegezh rannvro » evel Europa Ekologiezh-Ar Re c'hlas.

Koulskoude ha daoust da blas Breizh er breudoù a vez diwar-benn ar «rannvroelaat» pe an «digreizennañ» e stadomp penaos ne vez ket roet heuliad fetis d'ar gerioù a vez embannet. Ar saviad ensavadurel ha demokratel n'a ket war-raok e Breizh. E-leizh a zisklêriadurioù kalonekaus digant ar gouarnamant rannvro diwar-benn an adunaniñ, mererezh an dour, an OGK, al lojeiz hag an douar, ar barregezhioù yezhel, ar politikerezh energetek, ar politikerezh mor, h.a. … n'o deus efed ebet e gwirionez abalamour d'ur statud na emdro ket evit Breizh ha d'un diouer a varregezhioù rannvroel.

Evel strollad oc'h oberiañ evit Adunaniñ Breizh e kav deomp eo savidigezh ur strollegezh nevez nemeti evit Breizh and doare gwellañ da reizhañ kudenn ar bevennoù tiriadel ha melestradurel.

Evel strollad stourmerien a-du gant unded velestradurel Breizh ez omp savet a-viskoazh a-du gant ar c'heal n'eo an adunaniñ ur pal drezhañ e-unan peogwir e rank mont d'e heul ur raktres politikel ha demokratel dishualiñ gwirion. Kavout a ra deomp e rank ar gevredigezh sivil krogiñ e-barzh ar breud ma fell deomp e emdroio an ensavadurioù diouzh mat an demokratiezh hag ar muiañniver.


Lec'h an emvod

Hôtel de Courcy

5-9 rue Martenot

35 000 Rennes

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?