Brest, straed Siam, stal-levrioù Dialogues, d'ar meurzh 13 a viz Kerzu, 6 eur noz.
Ur medisin eo Jean Branellec, ispisialour diwar-benn ahuniñ hag adreiñ buhez : ha brezhoneger eus ar re wellañ ! Desket en eus ar yezh e-unan evit bezañ gouest da gaozeal gant ar re glañv e-kichen Montroulez, lec'h m'eo bet krog gant e vicher. Ha bremañ e labour hanter-amzer en ospital ar Gazeg Wenn e Brest, hag hanter e broioù pell evit an ONG « Médecins Sans Frontières ». Deuit d'e glevout ha da sevel goulennoù outañ ! E brezhoneg evel just !
■